5 a viz Mezheven 2022

5 a viz Mezheven 2022 DOMINICA PENTECOSTES – Ar Sul Gwenn

5 Juin 2022 Dimanche de la Pentecôte

kanoù gregorian evit ar misal nevez

Misal nevez:

Aviel sant Yann

14, 15-16. 23b-26

En amzer-se, e lavare Jezuz d’e ziskibion: Mar am c’harit, e virot va gourc’hemennoù.

Ha me a bedo an Tad, hag eñ a roio deoc’h ur Frealzer all, ma chomo ganeoc’h da viken.

Ma ‘z eus unan bennak hag am c’har, e viro va c’homzoù, ha va Zad er c’haro hag e teuimp davetañ *hag e vimp o chom gantañ. An neb n’am c’har ket ne vir ket va c’homzoù; hag ar gomz a glevit n’eo ket va hini met hini an Tad en deus va c’haset.

An traoù-se am eus lavaret deoc’h tra ma oan o chom ganeoc’h. Met ar Frealzer, ar Spered Glan, a vo kaset gant an Tad em anv, hennezh a zesko deoc’h pep tra hag a zegaso soñj deoc’h eus kement am eus lavaret deoc’h.

daved al load  » Introïbo « 

+ Usus Antiquior

Vidi aquam * * *

Dazgwerzad amzer Fask

diouzh Ezekiel 47, 1 & 9, Salm 118 (117),1

a setu ma strinke an dour eus dindan
kostez dehoù an Templ; rak yac’haat a ra, hag
ar vuhez en em zispak e kement lec’h ma’z a ar
froud. S/
Dougit klod d’an Aotrou evit e vadelezh ! Ya, da virviken e pad e drugarez !

*

Digoradur

Levr ar Furnez 1,7.

Spíritus Dómini replévit orbem terrárum, allelúia : et hoc quod cóntinet ómnia, sciéntiam habet vocis, allelúia, allelúia, allelúia / Salm 67,2 Exsúrgat Deus, et dissipéntur inimíci eius: et fúgiant, qui odérunt eum, a fácie eius.

Doue da sevel, ha setu stlabezet e enebourion; tec’hout a ra a-zirak e zremm ar re o deus kasoni outañ. Spered an Aotrou a leugn an hollved. Ha peogwir emañ o terc’hel pep tra unvanet, ec’h anav kement a vez lavaret.