Sul 17 a viz Du 2024 – Usus Antiquior: Dominica Sexta quæ superfuit post Epiphaniam
– 26vet Sul goude ar Sul Gwenn (novus ordo/ trede sul ha tregontper annum)
Dimanche 17 Novembre 2024 – Usus Antiquior: 26ème Dimanche après la Pentecôte (Novus ordo: 33e Dim. per annum)
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel ar misal nevez, gant pezhioù gregorian
Mark * 13, 24-32
En amzer-se e komze Jezuz d’e ziskibion eus e zistro. « Hogen en deizioù-se, goude an trubuilh-se, e teñvalaio an heol ha ne roio mui al loar he sklêrijenn; ar stered en em lakaio da gouezhañ eus an neñv hag ar galloudegezhioù a zo en neñvoù a vo diskogellet. Neuze e vo gwelet Mab an Den o tont er c’hoabrennoù, gant galloud ha klod. Neuze e kaso an Aeled da vodañ e zibabidi eus ar pevar avel, eus penn pellañ an douar da benn pellañ an neñv. Digant ar wezenn-fiez deskit ar gentel-mañ: Kerkent ha ma teu he skourroù da vezañ tener ha ma tiwan he delioù, ec’h anavezit emañ tost an hañv. Evel-se c’hwi ivez, pa welot kement-se o c’hoarvezout, gouezit emañ-eñ tost, e-tal an dorioù. E gwirionez, me lavar deoc’h, ne dremeno ket ar rummad-mañ, kent da gement-se holl bezañ c’hoarvezet. An neñv hag an douar a dremeno, va c’homzoù-me avat ne dremenint ket. Evit ar pezh a sell ouzh an Deiz-se pe an Eur-se, den ne oar, nag an Aeled en neñv, nag ar Mab, nemet an Tad hepken ».
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica Quinta quæ superfuit post Epiphaniam
Digoradur
Yeremias 29,11-12&14.
Dicit Dóminus : Ego cógito cogitatiónes pacis, et non afflictiónis: in vocábitis me, et ego exáudiam vos: et redúcam captivitátem vestram de cunctis locis. +Salm 84,2 / Benedixísti, Dómine, terram tuam: avertísti captivitátem Iacob.
Rak me am eus mennadoù a beoc’h ha n’eo ket a zrouknerzh – lavar an Aotroù – ho selaou a rin, ho tegas a rin en-dro el lec’h m’am boa hoc’h harluet dioutañ. /S. Diskouezet hoc’h eus, Aotroù, ho trugarez ouzh an douar, adroet hoc’h eus dqa Yakob an eurvad.
Miz du eo miz an anaon:
http://marikavel.org/documents/buhez-ar-zent/baz-751.htm
«Eur bobl hag a intentfe pebezh liamm kaer ha talvoudus a zo etrezañ,
e vered hag e iliz, hennezh a vefe eur bobl kreñv meurbet.» Y.V. Perrot
http://marikavel.org/documents/buhez-ar-zent/baz-751.htm