Sul 10 a viz Du 2024 – Usus Antiquior: Dominica Quinta quæ superfuit post Epiphaniam
25vet Sul goude ar Sul Gwenn (novus ordo/ eil sul ha tregont per annum)
Dimanche 10 Novembre 2024 – Usus Antiquior: 25ème Dimanche après la Pentecôte (Novus ordo: 32e Dim. per annum)
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel ar misal nevez, gant pezhioù gregorian
s. Mark * 12, 38-44 En amzer-se e lavaras Jezuz d’ar bobl: «Diwallit diouzh ar Skribed a fell dezho bale gant saeoù hir, bezañ saludet war blasennoù-kêr; kaout ar c’hadorioù kentañ er sinagogennoù hag al lec’hioù kentañ er banvezioù; int hag a lonk madoù an intañvezed, int avat, ha goude ma reont van d’ober pedennoù hir, a resevo rustoc’h barnedigezh.» Hag aet en e goazez a-dal d’an Teñzor e selle penaos e taole an dud moneiz e-barzh an Teñzor. Kalz a binvidion a lakae arc’hant bras. Dont a reas un intañvez paour hag a lakaas daou lepton, pezh a dalvez ur c’hard-azenn. Hag o vezañ galvet e ziskibien e lavaras: «E gwirionez, m’en lavar deoc’h, an intañvez-se, ar baourez-se, he deus lakaet muioc’h eget an holl reoù all o deus profet d’an Teñzor. Rak holl o deus roet diwar o dreist-ezhomm; hi avat eo diwar he dienez he deus profet kement he devoa, he holl bourvez.»
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica Quinta quæ superfuit post Epiphaniam
Digoradur
Yeremias 29,11-12&14.
Dicit Dóminus : Ego cógito cogitatiónes pacis, et non afflictiónis: in vocábitis me, et ego exáudiam vos: et redúcam captivitátem vestram de cunctis locis. +Salm 84,2 / Benedixísti, Dómine, terram tuam: avertísti captivitátem Iacob.
Rak me am eus mennadoù a beoc’h ha n’eo ket a zrouknerzh – lavar an Aotroù – ho selaou a rin, ho tegas a rin en-dro el lec’h m’am boa hoc’h harluet dioutañ. /S. Diskouezet hoc’h eus, Aotroù, ho trugarez ouzh an douar, adroet hoc’h eus dqa Yakob an eurvad.
Miz du eo miz an anaon:
http://marikavel.org/documents/buhez-ar-zent/baz-751.htm
«Eur bobl hag a intentfe pebezh liamm kaer ha talvoudus a zo etrezañ,
e vered hag e iliz, hennezh a vefe eur bobl kreñv meurbet.» Y.V. Perrot