20vet Sul, pe: Ar 11vet Sul goude ar Sul-Gwenn

Er stumm goude-senedel ("Ordinal"): 20vet Sul an amzer ordinal, gant an tamm Aviel da heul amañ. Stumm "dreistordinal": "An unnekvet Sul goude ar Sul-Gwenn", a gavot pezhioù anezhi da heul, pezhioù sonerezh pergen diouzh an doare gregorian bet pleustret adarre en Iliz roman diwar c'houlenn ar pab sant Pius X.
An daou stumm-se a zo anezho hervez lid roman an Iliz katolik a vez lidet gantañ an oferennoù santel e Breizh hag hervez ma vo dibabet gant ar beleg pe ar stumm diouzh ar lid anvet "Sant Pius V", pe an hini bet ijinet e-doug ar sened meur anvet "Vatikan II". En daou stumm-se e rank ar sonerezh gregorian bezañ gourfouezus: "Gant ar sonerezh sakr, dre vezañ unanet start gant al liderezh hag e destennoù, e rank bezañ ar perzhioù-mañ: santelezh, arz gwirion hag hollvezadegiezh" (Kardinal Sarto, Pab Pius X goude-se).

Voici quelques pièces pouvant nous introduire à la sainte Liturgie catholique de ce Dimanche, selon le rite romain adopté en Bretagne. Cette Liturgie existe actuellement sous deux formes: l'une se nomme "Forme ordinaire", d'après la réforme conciliaire qui intitule ce Dimanche " 20e Dimanche du temps ordinaire", dont le passage d’Évangile qui suit en langue bretonne. Vous trouverez ensuite quelques pièces pour l'autre forme liturgique, dite "Forme extraordinaire", qui formule ce Dimanche ainsi: "11e Dimanche après la Pentecôte", selon le rite d'avant le Concile Vatican II. Dans les deux formes, le chant grégorien doit être prépondérant: «La musique sacrée, par son étroite union avec la liturgie et avec le texte liturgique, doit posséder au plus haut degré ces vertus: sainteté, vérité de l'art et universalité" (Cardinal Sarto, futur Pie X).

 

Stumm goude-senedel – bloavezh A:

 

eus an Aviel santel hervez sant Vazhev

 

 

 

15, 21-28


 maouez, bras eo da feiz !




En amzer-se aet kuit ac’hano en em dennas Jezuz e kornad-bro Tir ha Sidon. Ha setu ur Gananeadez deuet eus ar vro-se en em lakaas da grial dezhañ: «Az pez truez ouzhin, Aotrou, mab David! Va merc’h a zo gwallgaset skrijus gant un droukspered.» Met Jezuz ne respontas ger ebet.
E ziskibion avat o tostaat outañ e pede dre lavarout: «Ro dezhi he goulenn, rak chom a ra da c’harmiñ war hon lerc’h.» Respont a reas: «N’on bet kaset nemet etrezek deñved kollet tiegezh Israel.» Met ar vaouez, o vezañ deuet dezhañ, a stoue dirazañ en ur lavarout: «Aotrou, va sikour !» Respont a reas: «N’eo ket mat kemer bara ar vugale evit e deurel d’ar chas bihan.» «Gwir eo, Aotrou! emezi, nemet ar chas bihan o-unan a zebr ar bruzhun a gouezh diwar daol o mistri.»
Neuze e lavaras Jezuz dezhi: «O maouez ! bras eo da feiz. Ra vo graet dit hervez da vennad.» Ha d’an eur-se end-eeun e voe pareet he merc’h.

 

** *

 

Stumm raksenedel

Forme anteconciliaire

*

Dominica Undecima post Pentecosten *

              *

 

 

*

*  Unnekvet Sul goude ar Sul-Gwenn *

*

*

*

Eñvor eus de St Joachim,

tad ar Werc’hez Santel Meurbet

   

Digoradur

Salm 67, 6-7 & 36

Deus in loco sancto suo: Deus qui inhabitáre facit unánimes in domo : ipse dabit virtútem et fortitúdinem plebi suæ.

Doue a zo en en lec’h santel, Doue an hini a ro degemer en e di d’ar re a zo o spered a-unan; Eñ a roio galloud ha nerzh d’e bobl. + 2 Doue da sevel, ha setu stlabezet e enebourion; tec’hout a ra a-zirak e zremm ar re o deus kasoni outañ.

 

 

Deus in loco sancto

Santez-Anna
*+*+*+*+*+*+*+*+*  
   

*

Sant Yoakim

*

E Breizh: Gouel sant Arzhmael

Iliz Sant-Arzhmael

iliz Sant-Arzhmael, Plouarzhmael, eskopti Sant-Mac’hloù

Sant Arzhmael

tennet eus

« En blaveziou kentan ar VIet kantved, e teuas eur bagad Bretoned eus Bro-Geumri da chom da Vro-Arvor ; en o fenn e oa Kerangal, kenderv Pôl-Aurelian, hag eun abad, e hano Arzel.

Arzel ne reas nemet treuzi Bro-Leon ; dal m’en devoa savet ar barouz a zoug e hano, ec’h eas en hent etrezek Pariz, kaset gant Wizur pe gant sant Pôl da gaout ar roue Childebert. Goude bezan bet o chom meur a vla en e lez, eur wech peurc’hrêt e gefridi gantan, e c’hoantaas dizrei da Vreiz-Izel.

Mes Childebert, o c’houzout pebez anaoudegez en doa, ne oe ket jalet da welet anezan o vont eus e rouantelez, hag a roas d’ezan eun dachen douar en kichenik Roazon.

Arzel a zavas eno eur manati, hag a reas eur vad dispar da eneou ha da gorfou e amezeien. Mes keit oa bet en Pariz ma oa deut da gaout kasaüs trouz ar c’hêriou, hag e pellaas diouz Roazon evit en em denn en koat Bresilian.

En Loutehel, elec’h ma tiskuizas eur pennad, e lakas, war a lavarer, eun eienen gaer da darzan. Eiz leo pelloc’h, en kreiz eur vro oue, e savas e beniti, hag e c’hallas, eur pennad, tanva ar blijadur a gaver o vevan e-unan gant Doue hepken.

Hepdale e welas ne oa ket ken diboblet ar vro ha m’he devoa doare da vezan ; kaout a reas, a-gle hag a-zeou, en donder ar c’hoat, tiegeziou Gallaoued, en em dennet eno, eun hanter-kant vla bennak a oa, o tec’hel arôk an Alaniz hag ar Zôzon, a oa bet o tismantr an Arvor : trist oa ar bed gante ; paour oant a vadou an douar, ha ken paour-all a vadou an ene. Arzel a c’honezas aneze da Jezuz-Krist. Dont a rejont neuze da chom en kichen o abostol, hag holl a-unan, en em dôljont da ziskar eur c’horniad eus koat Bresilian, d’ober douar labour. En doare-ze, Arzel, e-lec’h eur peniti hepken, a zavas adarre eur barouz neve a hanver breman Plouermel.

Eus e beniti en kreiz ar c’hoat, an abad santel a yee beb an amzer, d’ober troïou betek e vanati en lez-Roazon ; n’eo ket hepken e venec’h o deveze mall d’e welet o tont davete, mes holl dud ar vro-ze a veze laouen ouz e gaout en o zouez, abalamour d’e zantelez, hep mar ebet, hag ive abalamour d’e ouiziegez war glenvejou al loened. Arzel a ranne e amzer etre an daou di-ze ; koulskoude, gwellan m’en em gave en neb lec’h oa en Bresilian, hag eno e kreder e varvas.

Plouarzel, en eskopti Leon, ha Plouermel, en eskopti Sant-Malo, o deus an enor d’e gaout da batron.

————
BOKED

Tud ar bed a ve er c’hlac’har p’o deve kroaziou, hag ar gristenien vat a ouel pa n’o deve ket. Ar c’hristen a vev en kreiz ar c’hroaziou evel ar pesk en kreiz an dour. »