14vet Sul, pe:
Ar 5vet Sul goude ar Sul-Gwenn

Er stumm goude-senedel ("Ordinal"): 14vet Sul an amzer ordinal, gant an tamm Aviel da heul amañ. Stumm "dreistordinal": "Ar pemvet Sul goude ar Sul-Gwenn", a gavot pezhioù anezhi da heul, pezhioù sonerezh pergen diouzh an doare gregorian bet pleustret adarre en Iliz roman diwar c'houlenn ar pab sant Pius X.
An daou stumm-se a zo anezho hervez lid roman an Iliz katolik a vez lidet gantañ an oferennoù santel e Breizh hag hervez ma vo dibabet gant ar beleg pe ar stumm diouzh ar lid anvet "Sant Pius V", pe an hini bet ijinet e-doug ar sened meur anvet "Vatikan II". En daou stumm-se e rank ar sonerezh gregorian bezañ gourfouezus: "Gant ar sonerezh sakr, dre vezañ unanet start gant al liderezh hag e destennoù, e rank bezañ ar perzhioù-mañ: santelezh, arz gwirion hag hollvezadegiezh" (Kardinal Sarto, Pab Pius X goude-se).

Voici quelques pièces pouvant nous introduire à la sainte Liturgie catholique de ce Dimanche, selon le rite romain adopté en Bretagne. Cette Liturgie existe actuellement sous deux formes: l'une se nomme "Forme ordinaire", d'après la réforme conciliaire qui intitule ce Dimanche " 14e Dimanche du temps ordinaire", dont le passage d’Évangile qui suit en langue bretonne. Vous trouverez ensuite quelques pièces pour l'autre forme liturgique, dite "Forme extraordinaire", qui formule ce Dimanche ainsi: "5e Dimanche après la Pentecôte", selon le rite d'avant le Concile Vatican II. Dans les deux formes, le chant grégorien doit être prépondérant: «La musique sacrée, par son étroite union avec la liturgie et avec le texte liturgique, doit posséder au plus haut degré ces vertus: sainteté, vérité de l'art et universalité" (Cardinal Sarto, futur Pie X).

 

Stumm goude-senedel – bloavezh A:

 

eus an Aviel santel hervez sant Vazhev

 

 

11, 25-30
n amzer-se e lavare Jezuz d’e ziskibion:
«Bennozh a lavaran dit, o Tad, Aotrou an Neñv hag an douar, dre m’ec’h eus kuzhet an traoù-se ouzh ar re fur ha desket, ha m’ec’h eus o diskuliet d’ar vugaligoù. Ya, Tad, rak evel-se eo bet plijet dit. Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ebet ne anav ar Mab nemet an Tad, ha den ebet ne anav an Tad nemet ar Mab hag an neb e plij d’ar Mab en diskuliañ dezhañ.»
«Deuit davedon, C’hwi holl a zo skuizh hag a bleg dindan ar samm, ha me ho tivec’hio. Kemerit warnoc’h va yev, ha deskit diganin ez on kuñv hag izelek a galon, ha diskuizh a gavot evit hoc’h eneoù. Rak aes eo va yev, ha skañv eo va samm.»

 

** *

 

Stumm raksenedel

Forme anteconciliaire

*

Dominica Quinta post Pentecosten *

              *

*

*  Pemvet Sul goude ar Sul-Gwenn *

*

*

*

Digoradur

Exáudi, Dómine, vocem meam, qua clamávi ad te: adiútor meus esto, ne derelínquas me neque despícias me, Deus, salutáris meus.

Salm 26, 7 & 9.

Selaouit, Aotrou, pa c’harman davedoc’h, ho pet truez, selaouit ouzhin !

Va skoazell oc’h-c’hwi, n’am argasit ket, n’am dilezit ket, o Doue, va salver.

 

 



 

* DonezonoùAppel aux dons

Bennozh Doue deoc’h evit ho profoù, rak nebeut a arc’hant ha kalz ezhommoù ez eus e Lann-Anna. Evit kas ur prof

Notre oeuvre ne reçoit que très peu de dons. Merci à vous de nous permettre d’agrandir nos murs et nos âmes. Pour aller au formulaire