13vet Sul, pe:
Ar 4re Sul goude ar Sul-Gwenn

Er stumm goude-senedel ("Ordinal"): 13vet Sul an amzer ordinal, gant an tamm Aviel da heul amañ. Stumm "dreistordinal": "Ar pevare Sul goude ar Sul-Gwenn", a gavot pezhioù anezhi da heul, pezhioù sonerezh pergen diouzh an doare gregorian bet pleustret adarre en Iliz roman diwar c'houlenn ar pab sant Pius X.
An daou stumm-se a zo anezho hervez lid roman an Iliz katolik a vez lidet gantañ an oferennoù santel e Breizh hag hervez ma vo dibabet gant ar beleg pe ar stumm diouzh ar lid anvet "Sant Pius V", pe an hini bet ijinet e-doug ar sened meur anvet "Vatikan II". En daou stumm-se e rank ar sonerezh gregorian bezañ gourfouezus: "Gant ar sonerezh sakr, dre vezañ unanet start gant al liderezh hag e destennoù, e rank bezañ ar perzhioù-mañ: santelezh, arz gwirion hag hollvezadegiezh" (Kardinal Sarto, Pab Pius X goude-se).

Voici quelques pièces pouvant nous introduire à la sainte Liturgie catholique de ce Dimanche, selon le rite romain adopté en Bretagne. Cette Liturgie existe actuellement sous deux formes: l'une se nomme "Forme ordinaire", d'après la réforme conciliaire qui intitule ce Dimanche " 13e Dimanche du temps ordinaire", dont le passage d’Évangile qui suit en langue bretonne. Vous trouverez ensuite quelques pièces pour l'autre forme liturgique, dite "Forme extraordinaire", qui formule ce Dimanche ainsi: "4e Dimanche après la Pentecôte", selon le rite d'avant le Concile Vatican II. Dans les deux formes, le chant grégorien doit être prépondérant: «La musique sacrée, par son étroite union avec la liturgie et avec le texte liturgique, doit posséder au plus haut degré ces vertus: sainteté, vérité de l'art et universalité" (Cardinal Sarto, futur Pie X).

 

Stumm goude-senedel – bloavezh A:

 

eus an Aviel santel hervez sant Vazhev

 

 

10, 37-42

An neb na gemer ket e groaz n’eo ket dellezek ac’hanon. An neb ho tegemer, am degemer.


 

n amzer-se e lavare Jezuz d’e ziskibion: «An neb a gar e dad pe e vamm muioc’h egedon, n’eo ket dellezek ac’hanon. Hag an neb a gar e vab pe e verc’h muioc’h egedon, n’eo ket dellezek ac’hanon. An neb na gemer ket e groaz ha na zeu ket war va lerc’h, n’eo ket dellezek ac’hanon. An neb en devo kavet e vuhez, he c’hollo; met an neb en devo he c’hollet en abeg din-me, hennezh he c’havo. An neb ho tegemer, am degemer; hag an neb am degemer a zegemer an Hini en deus va c’haset. An neb a zegemer un diouganer evel diouganer a resevo ur gopr a ziouganer, hag an neb a zegemero un den reizh evel den reizh, en devo ur gopr a zen reizh. Ha piv bennak en devo roet ur werennad dour fresk hepken da unan eus ar re vihan-se, dre ma ‘z eo diskibl din-me, en lavarout a ran deoc’h, e gwirionez, ne gollo ket e c’hopr.»

 

** *

 

Stumm raksenedel

Forme anteconciliaire

*

Dominica Quarta post Pentecosten *

              *

 

*

*  Pevare Sul goude ar Sul-Gwenn *

*

*

*

Digoradur

Dominus illuminatio mea

Salm 26, 1 & 2.

 

Va sklêrijenn ha va silvidigezh eo an Aotrou, piv am lakafe da spontañ? Nerzh va buhez eo an Aotrou, piv am lakafe da grenañ? Pa sav ar re fallakr a-enep din, evit va lonkañ en-bev, va enebourion ha va heskinerion eo int-i ar re a vrañsell hag a gouezh.

 

 




 

* DonezonoùAppel aux dons

Bennozh Doue deoc’h evit ho profoù, rak nebeut a arc’hant ha kalz ezhommoù ez eus e Lann-Anna. Evit kas ur prof

Notre oeuvre ne reçoit que très peu de dons. Merci à vous de nous permettre d’agrandir nos murs et nos âmes. Pour aller au formulaire

 

Kalvar Sant-Hernin