26vet Sul goude ar Sul Gwenn (novus ordo/ trede sul ha tregont per annum)

Sul 17 a viz Du 2024Usus Antiquior: Dominica Sexta quæ superfuit post Epiphaniam

26vet Sul goude ar Sul Gwenn (novus ordo/ trede sul ha tregontper annum)

* Miz du eo miz an anaon *

Dimanche 17 Novembre 2024 Usus Antiquior: 26ème Dimanche après la Pentecôte (Novus ordo: 33e Dim. per annum)

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

Aviel ar misal nevez, gant pezhioù gregorian

Mark * 13, 24-32

En amzer-se e komze Jezuz d’e ziskibion eus e zistro. « Hogen en deizioù-se, goude an trubuilh-se, e teñvalaio an heol ha ne roio mui al loar he sklêrijenn; ar stered en em lakaio da gouezhañ eus an neñv hag ar galloudegezhioù a zo en neñvoù a vo diskogellet. Neuze e vo gwelet Mab an Den o tont er c’hoabrennoù, gant galloud ha klod. Neuze e kaso an Aeled da vodañ e zibabidi eus ar pevar avel, eus penn pellañ an douar da benn pellañ an neñv. Digant ar wezenn-fiez deskit ar gentel-mañ: Kerkent ha ma teu he skourroù da vezañ tener ha ma tiwan he delioù, ec’h anavezit emañ tost an hañv. Evel-se c’hwi ivez, pa welot kement-se o c’hoarvezout, gouezit emañ-eñ tost, e-tal an dorioù. E gwirionez, me lavar deoc’h, ne dremeno ket ar rummad-mañ, kent da gement-se holl bezañ c’hoarvezet. An neñv hag an douar a dremeno, va c’homzoù-me avat ne dremenint ket. Evit ar pezh a sell ouzh an Deiz-se pe an Eur-se, den ne oar, nag an Aeled en neñv, nag ar Mab, nemet an Tad hepken ».

 

 

Oferenn eus an Usus Antiquor

kv al load « Introïbo « 

+ Usus Antiquior

Dominica Quinta quæ superfuit post Epiphaniam

 

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Yeremias 29,11-12&14.

Dicit Dóminus : Ego cógito cogitatiónes pacis, et non afflictiónis: in vocábitis me, et ego exáudiam vos: et redúcam captivitátem vestram de cunctis locis. +Salm 84,2 / Benedixísti, Dómine, terram tuam: avertísti captivitátem Iacob.

Rak me am eus mennadoù a beoc’h ha n’eo ket a zrouknerzh – lavar an Aotroù – ho selaou a rin, ho tegas a rin en-dro el lec’h m’am boa hoc’h harluet dioutañ. /S. Diskouezet hoc’h eus, Aotroù, ho trugarez ouzh an douar, adroet hoc’h eus dqa Yakob an eurvad.

 

 

 

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2023/11/Dicit-Dominus-ego-cogito.jpeg

 

 

Miz du eo miz an anaon:

http://marikavel.org/documents/buhez-ar-zent/baz-751.htm

 

«Eur bobl hag a intentfe pebezh liamm kaer ha talvoudus a zo etrezañ,

e vered hag e iliz, hennezh a vefe eur bobl kreñv meurbet.» Y.V. Perrot

http://marikavel.org/documents/buhez-ar-zent/baz-751.htm