ar Seitekvet Sul goude ar Sul-Gwenn (novus ordo/ pevare Sul war 20 per annum)

Sul 15 a viz Gwengolo 2024Dominica Decima septima post Pentecosten ar Seitekvet Sul goude ar Sul-Gwenn (novus ordo/ pevare Sul war 20 per annum)

Dimanche 15 Septembre 2024 Usus Antiquior: 17e Dimanche après la Pentecôte (Novus ordo: 24e Dim. per annum)

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

Aviel ar misal nevez, gant pezhioù gregorian

s. Mark 8, 27-35

En amzer-se ez eas Jezuz gant e ziskibion war-zu bourc’hioù Kaezareia-Filip; ha tra m’edont gant o hent e reas ar goulenn-mañ outo: «Piv, a lavar an dud, ez on-me?» Hag int da respont dezhañ: «Yann ar Badezour, ha reoù all, Elia, ha reoù all c’hoazh unan eus ar Brofeded.» Hag e c’houlennas outo: «C’hwi avat, piv a lavarit ez on-me?» Pêr o respont dezhañ a lavaras: «Te eo ar C’hrist!» Neuze Jezuz a c’hourc’hemennas groñs dezho chom hep komz da zen ebet diwar e benn. Neuze e krogas da zeskiñ dezho e oa ret da Vab an Den gouzañv kalz a boanioù, bezañ distaolet gant an Henaourien, gant an Arc’hbeleion ha gant ar Skribed, bezañ lakaet d’ar marv hag adsevel da vev a-benn tri devezh da c’houde. Dizolo-kaer e lavare kement-se. Met Pêr ouzh en kemerout a-gostez, a stagas da grozal dezhañ. Hogen Jezuz o tistreiñ hag o welout e ziskibion, a grozas da Bêr en ur lavarout: «Kerzh a-dreñv! Satan! rak da soñjoù n’int ket soñjoù Doue, met re an dud.» O vezañ galvet ar bobl d’e gaout gant e ziskibion, e lavaras dezho: «Mar fell da unan bennak donet war va lerc’h, ra ‘n em zinac’ho e-unan, ra sammo e groaz ha ra zeuio d’am heul. Rak an neb a venno saveteiñ e vuhez, he c’hollo, met an neb a gollo e vuhez en abeg din-me ha d’ar c’heloù mat, he saveteo.»

 

 

Oferenn eus an Usus Antiquor

kv al load « Introïbo « 

 

+ Usus Antiquior

 

Dominica Decima sexta post Pentecosten

 

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Salm 118, 137 & 124

Iustus es, Dómine, et rectum iudicium tuum: fac cum servo tuo secúndum misericórdiam tuam.+ 1 /  Beáti immaculáti in via: qui ámbulant in lege Dómini.

Na reizh oc’h-c’hwi, Aotroù, ha gwirion ho parnedigezhioù ! Grit d’ho servijer hervez ho trugarez. Gwenn o bed d’ar re a zo pervezh o hent, ar re a gerzh gant lezenn an Aotroù.

 

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2022/10/Justus-es-Domine.jpeg