Sul 22 a viz Gwengolo 2024 –Dominica Decima Octava post Pentecosten – Triwec’hvet Sul goude ar Sul Wenn (novus ordo/ pemvet Sul war 20 per annum)
Dimanche 22 Septembre 2024 – Usus Antiquior: 18e Dimanche après la Pentecôte (Novus ordo: 25e Dim. per annum)
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel ar misal nevez, gant pezhioù gregorian
s. Mark 9, 30 -37
En amzer-se o vezañ loc’het ac’hano e tremenas Jezuz hag e ziskibion a-dreuz Galilea ha ne felle ket da Jezuz e vije gouezet. Rak kelenn a rae e ziskibion hag e lavare dezho: «Mab an Den a zo da vezañ drouklazhet etre daouarn an dud, hag en lazhañ a raint, ha tri devezh goude bezañ bet lazhet, ec’h adsavo a-douez ar re varv.» Int avat ne gomprenent netra er c’homzoù-se ha ne gredent ket ober outañ goulennoù. Erruout a rejont e Kafarnaoum hag ur wezh aet en ti, e c’houlennas outo: «Diwar-benn petra e oac’h o tabutal e-pad an hent?» Int avat a dave, rak kenetrezo e-pad an hent e oa savet tabut da c’houzout piv e oa ar brasañ. Hag o vont en e goazez, e c’halvas an Daouzek hag e lavaras dezho: «Mar fell da unan bennak ac’hanoc’h bezañ ar c’hentañ, e vezo an diwezhañ-holl ha servijer an holl.» Hag o kemer ur bugelig, en lakaas en o c’hreiz hag ouzh e vriata e lavaras: «An neb a zegemer em anv ur bugelig evel hemañ am degemer-me; hag an neb am degemer, n’eo ket me a zegemer, hogen an hini en deus va c’haset.»
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica Decima sexta post Pentecosten
Digoradur
Salm 118, 137 & 124
Eccli. / Sirac’h 36, 18
Da pacem, Dómine, sustinéntibus te, ut prophétæ tui fidéles inveniántur: exáudi preces servi tui et plebis tuæ Israël. +Salm 121, 1. Lætátus sum in his, quæ dicta sunt mihi: in domum Dómini íbimus.
Roit ar peoc’h, Aotroù, d’ar re a laka o fiziañs ennoc’h, evit ma vo gwir lavaroù ar Brofeded: selaouit pedennoù ho servijer hag ho pobl Israel. / Na laouen on bet p’eo bet lavaret din: «Deomp da di an Aotroù!»
http://marikavel.org/documents/buhez-ar-zent/baz-660.htm