Sul 8 a viz Gwengolo 2024 – Dominica Decima sexta post Pentecosten – ar C’hwezekvet Sul goude ar Sul-Gwenn (novus ordo/ trede Sul war 20 per annum)
Dimanche 8 Septembre 2024 – Usus Antiquior: 16e Dimanche après la Pentecôte (Novus ordo: 23e Dim. per annum)
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel ar misal nevez, gant pezhioù gregorian
s. Mark 7, 31-37
En amzer-se o kuitaat broioù Tir e teuas Jezuz dre Sidon war-zu mor Galilea, e-kreiz bro an Dek-Keoded. Degaset e voe dezhañ un den bouzar ha besteod hag an dud e pede da astenn e zaouarn warnañ. Jezuz avat o vezañ e gemeret en e bart, er-maez eus ar bobl, a lakaas e vizied en e zivskouarn hag o vezañ kemeret eus e halo e stokas ouzh teod an den. Hag o treiñ e zaoulagad etrezek an neñv e huanadas hag e lavaras dezhañ: «Effata», da lavarout eo : «En em zigor». Hag e tigoras e zivskouarn, ha kerkent e voe distagellet e deod hag e komze reizh-mat. Gourc’hemenn a reas Jezuz dezho chom hep rannañ gêr da zen ebet; met seul-vuioc’h ma tifenne, seul-vuioc’h ec’h embannent ar c’heloù. Dreist-muzul e oa estlamm an dud hag e lavarent: «Brav-dispar en deus graet pep tra! Ar re vouzar o-unan, o lakaat a ra da glevout hag ar re vut da gomz!»
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica Decima sexta post Pentecosten
Digoradur
Salm 85, 3-5
Miserére mihi, Dómine, quóniam ad te clamávi tota die: quia tu, Dómine, suávis ac mitis es, et copiósus in misericórdia ómnibus invocántibus te.+ 1 / Inclína, Dómine, aurem tuam mihi, et exáudi me: quóniam inops, et pauper sum ego.
Ho pet truez ouzhin, Aotrou, rak davedoc’h e c’halvan a-hed an deiz. Rak c’hwi, Aotrou, a zo mat ha pardonus, ha leun a drugarez evit kement hini ho kalv. / Stouit ho skouarn, Aotrou, ha respontit din, rak un den paour ha reuzeudik on-me.