Sul 12 a viz Mae 2024 – Usus Antiquior: Dominica infra Octavam Ascensionis –
(misal nevez: 7vet Sul Fask)
Dimanche 12 Mai 2024 – Usus Antiquior : Dimanche dans l’Octave de l’Ascension (Nouveau missel: 7e Dimanche de Pâques)
*
Aviel ha Pezhioù gregorian evit ar sul-mañ eus ar misal nevez – bl.B
s.Yann 17, 11b-19
Tad santel, mir-int ez anv, ar re-se ac’h eus roet din, evit ma vezint unan eveldomp. P’edon ganto, me o mire ez anv, ar re-se ac’h eus bet roet din; o miret am eus ha n’eus bet kollet hini ebet anezho, nemet mab ar gollidigezh, evit ma vije sevenet ar Skritur. Ha bremañ ez an etrezek ennout, hag an traoù-se a lavaran tra m’emaon c’hoazh er bed, evit m’o devo enno va levenez-me, va levenez leun. Roet em eus dezho da gomz, hag ar bed en deus o c’hasaet, dre n’int ket eus ar bed, evel ned on ket va-unan eus ar bed. Ne c’houlennan ket diganit o tennañ eus ar bed, met o diwall diouzh an droug. N’int ket eus ar bed, evel ned on ket va-unan eus ar bed. Santela-int er wirionez; da lavar-Te eo ar wirionez. Evel m’ec’h eus va c’haset er bed, me ivez am eus o c’haset er bed. Hag evito en em santelaan va-unan evit ma vezint int ivez santelaet e gwirionez.
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica Quinta post Pascha
Digoradur
Izaia 48, 20
Salm 26, 7, 8 & 9.
Exáudi, Dómine, vocem meam, qua clamávi ad te, allelúia: tibi dixit cor meum, quæsívi vultum tuum, vultum tuum, Dómine, requíram : ne avértas fáciem tuam a me, allelúia, allelúia & 1/ Dóminus illuminátio mea et salus mea: quem timébo ?
Selaouit, Aotrou, pa c’harman davedoc’h, ho pet truez, selaouit ouzhin! War ho tivoud e lavar va c’halon: «Klaskit e zremm!». Ho tremm, Aotrou, eo neuze a glaskan. Na guzhit ket ho tremm ouzhin / Va sklêrijenn ha va silvidigezh eo an Aotrou, piv am lakafe da spontañ?
evit selaou: https://archive.ccwatershed.org/media/audio/15/04/14/14-49-59_0.mp3
ur
audio