Ar Pemvet Sul goude Pask (misal nevez: 6vet Sul Fask)

 

 

Sul 5 a viz Mae 2024Usus Antiquior: Dominica Quinta post Pascha – Ar Pemvet Sul goude Pask (misal nevez: 6vet Sul Fask)

Dimanche 5 Mai 2024Usus Antiquior : 5e Dimanche après Pâques (Nouveau missel: 6e Dimanche de Pâques)

 

 

Img In CantateDomino 5P

Aviel ha Pezhioù gregorian evit ar sul-mañ eus ar misal nevez – bl.B

s.Yann 15, 9-17

En amzer-se e lavaras Jezuz d’e ziskibion: Evel m’en deus va Zad va c’haret, evel-se em eus me ivez ho karet. Chomit em c’harantez. Mar mirit va gourc’hemennoù, e chomot em c’harantez, evel m’em eus miret me gourc’hemennoù va Zad ha ma choman en e garantez. An traoù-se am eus lavaret deoc’h evit ma vezo ennoc’h va levenez, ha ma vezo leun ho levenez. «Hemañ eo va gourc’hemenn-me: en em garit an eil egile, evel m’am eus ho karet. N’eus brasoc’h karantez eget reiñ e vuhez evit e vignoned. C’hwi eo va mignoned, mar grit ar pezh a c’hourc’hemennan me deoc’h. Ne ran ket ken servijerion ac’hanoc’h; rak ar servijer ne oar ket petra ‘ra e vestr; mignoned avat am eus graet ac’hanoc’h, rak kement am eus klevet digant va Zad am eus roet deoc’h da anaout. N’eo ket c’hwi hoc’h eus va dibabet; me eo am eus ho tibabet hag ho lakaet evit ma ‘z eot ha ma tougot frouezh ha ma chomo ho frouezh, evit ma roio deoc’h va Zad em anv kement a c’houlennot digantañ. An dra-se eo a c’hourc’hemennan deoc’h, en em garout an eil egile.

 

 

 

Oferenn eus an Usus Antiquor

kv al load «  Introïbo « 

+ Usus Antiquior

Dominica Quinta post Pascha

 

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Izaia 48, 20

Vocem iucunditátis annuntiáte, et audiátur, allelúia: annuntiáte usque ad extrémum terræ: liberávit Dóminus pópulum suum, allelúia, allelúia  /  salm 65, 1-2 Iubiláte Deo, omnis terra, psalmum dícite nómini eius: date glóriam laudi eius.

Gant youc’hadennoù degemennit, embannit an dra-mañ, en roit da c’houzout betek penn pellañ an douar, lavarit: Dasprenet en deus an Aotrou e bobl! / Youc’hit da Zoue, douar a-bezh, kanit klod e anv, dougit klod dezhañ gant ho meuleudi.

 

ur

audio