Sul 19 a viz Mae 2024 – DOMINICA PENTECOSTES – Ar Sul Gwenn & Sant Erwan, eil sant paeron Breizh
Dimanche 19 Mai 2024 – Usus Antiquior : Dimanche de la Pentecôte ; fête de saint Erwan, patron secondaire de la Bretagne
*
Aviel ha Pezhioù gregorian evit ar sul-mañ eus ar misal nevez
s.Yann 15, 26-27. 16, 12-15
En amzer-se, e lavaras Jezuz d’e ziskibion: «Pa zeuio ar Frealzer a gasin-me deoc’h a-berzh va Zad, ar Spered a wirionez a zeu eus an Tad, e roio testeni diwar va fenn; ha c’hwi ivez a zougo testeni, rak adalek ar penn kentañ emaoc’h ganin. Kalz a draoù am eus c’hoazh da lavarout deoc’h, met n’hellit ket o dougen bremañ. Pa vo deuet hennezh avat, ar Spered a wirionez, ho heñcho da gaout an holl wirionez; rak ne gomzo ket dioutañ e-unan, met kement a glev a lavaro, hag e tisklerio deoc’h an traoù da zont. Hennezh a roio gloar din, rak kemer a raio eus ar pezh a zo din evit en diskleriañ deoc’h. Holl gement a zo d’an Tad a zo din; setu perak em eus lavaret e kemero eus ar pezh a zo din evit e reiñ deoc’h da anaout.»
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica Quinta post Pascha
Digoradur
Levr ar Furnez 1,7.
Spíritus Dómini replévit orbem terrárum, allelúia : et hoc quod cóntinet ómnia, sciéntiam habet vocis, allelúia, allelúia, allelúia / Salm 67,2 Exsúrgat Deus, et dissipéntur inimíci eius: et fúgiant, qui odérunt eum, a fácie eius.
Doue da sevel, ha setu stlabezet e enebourion; tec’hout a ra a-zirak e zremm ar re o deus kasoni outañ. Spered an Aotrou a leugn an hollved. Ha peogwir emañ o terc’hel pep tra unvanet, ec’h anav kement a vez lavaret.
Meulgan Gousperoù e brezhoneg
War don ar Venite Creator
Santel : div notenn; ar c’halonoù: teir notenn
ur
audio