Trede Sul Fask
pe: an eil Sul goude Pask

Sul 18 a viz Ebrel 2021

Trede Sul Fask / an eil Sul goude Pask, Sul an Ouzer Mat

Dimanche 18 Avril 2021

3e Dimanche de Pâques / 2e Dimanche après Pâques

 

 

daved al load « Grégorien en paroisse« 

Stumm ordinal (bloavezh B):

eus an Aviel santel hervez sant Lukaz 24, 35-48

n amzer-se e tisplegas diskibled Jezuz ar pezh a oa c’hoarvezet war an hent, ha penaos o devoa e anavezet gant rannidigezh ar bara.
O komz evel-se e oant paz en em gavas Jezuz en o c’hreiz, ha ma lavaras dezho: «Ar peoc’h ra vo ganeoc’h.»
Sabatuet ha spontet ma oant, e krede dezho gwelout ur spered. Hag e lavaras dezho: «Perak ez oc’h strafuilhet,
ha perak e sav diskred en ho kalonoù? Sellit ouzh va daouarn hag ouzh va zreid; me eo, me va-unan. Stokit ouzhin ha gwelit; ur spered n’en deus na kig nag eskern, evel ma welit am eus-me!» En ur lavarout kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e dreid. Met evel ma choment c’hoazh amgredik, en o levenez, sebezet ma oant, e lavaras dezho: «Hag-eñ hoc’h eus-hu amañ un dra bennak da zebriñ?» Kinnig a rejont dezhañ un tamm pesk rostet. En kemerout a reas ha debriñ dirazo. Hag e lavaras dezho:

«Setu aze end-eeun ar pezh am boa lavaret deoc’h, pa oan c’hoazh ganeoc’h,
penaos e oa ret e vefe sevenet kement a zo bet skrivet diwar va fenn,
e Lezenn Voizez hag er Brofeded, hag er Salmoù.»

Neuze e tigoras o spered da gompren ar Skriturioù.
Hag e lavaras dezho: «Evel-se ez eo skrivet e rankfe ar C’hrist gouzañv hag adsevel a-douez ar re varv d’an trede deiz; hag e vefe embannet en e anv an distro a spered evit pardon ar pec’hedoù, d’an holl bobloù en ur gregiñ dre Jeruzalem. C’hwi eo an testoù eus an traoù-se.»

 

daved al load «  Introïbo « 

Stumm dreistordinal

 

 

ominica Secunda post Pascha

Sul an Ouzer Mat

Vidi aquam * * *

Dazgwerzad (antifonenn) amzer Fask

diouzh Ezekiel 47, 1 & 9, Salm 118 (117),1

 

 

a setu ma strinke an dour eus dindan
kostez dehoù an Templ; rak yac’haat a ra, hag
ar vuhez en em zispak e kement lec’h ma’z a ar
froud. S/
Dougit klod d’an Aotrou evit e vadelezh !

Ya, da virviken e pad e drugarez !

Selaouomp

*

*

Digoradur

Salm 32, 5-6

Misericórdia Dómini plena est terra, allelúia: verbo Dómini cæli firmáti sunt, allelúia, allelúia.

Leun eo an douar gant madelezh an Aotrou. Gant lavar an Aotrou eo bet graet an neñvoù.

gw.1 /Exsultáte, iusti, in Dómino : rectos decet collaudátio.

Youc’hit a levenez d’an Aotrou, c’hwi an dud reizh !

D’an dud eeun e tere e veuleudi !

 

Evit kanañ an digoradur (Introït):

gant menech beneadat São Paulo