Eil Sul Fask / Sul « In Albis »

Sul 11 a viz Ebrel 2021                                          

Eil Sul Fask / Sul « In Albis », « ar C’hasimodo », pe c’hoazh ar Sul Gwenn

Dimanche 11 Avril 2021  

2e Dimanche de Pâques / Dimanche « In Albis » ou de la Quasimodo

 

 

daved al load « Grégorien en paroisse« 

Stumm ordinal (bloavezh B):

eus an Aviel santel hervez sant Yann 20, 19-31

izh deiz goude e teuas Jezuz.


Evel ma oa an noz, d’an deiz-se, ar c’hentañ eus ar sizhun, serret ma oa an dorioù war al lec’h ma oa bodet an diskibion gant aon rak ar Yuzevien, e teuas Jezuz, hag o chom en e sav en o c’hreiz, e lavaras dezho: «Ar peoc’h ra vo ganeoc’h !» Ha goude bezañ lavaret an dra-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e gostez.
Karget e voe an ebestel a levenez, o welout an Aotrou.
Un eil gwezh e lavaras dezho: «Ar peoc’h ra vo ganeoc’h! Evel m’en deus an Tad va c’haset, evel-se me ivez ho kas.» Ha goude lavarout se, e c’hwezhas warno hag e lavaras dezho: «Resevit ar Spered Glan. Da biv bennak e pardonot e bec’hedoù, dezhañ e vezint pardonet, ha da biv bennak en o dalc’hot, e vezint dalc’het dezhañ.»
Hogen Tomaz, unan eus an Daouzek, an hini anvet Didimoz (ar Gevell), ne oa ket ganto pa oa deuet Jezuz.An diskibion all a lavaras dezhañ : «Gwelet hon eus an Aotrou.» Eñ avat a respontas : «Mar ne welan ket en e zaouarn merk an tachoù, ha mar ne lakaan ket va dorn en e gostez, ne gredin ket.»
Eizh deiz war-lerc’h, edo adarre an diskibion e-barzh, ha Tomaz ganto. Jezuz a zeuas-tre, an dorioù kloz, hag o chom en e sav en o c’hreiz, e lavaras : «Ar peoc’h ra vo ganeoc’h!»
Ha da c’houde e lavaras da Domaz: «Laka da viz amañ, ha sell ouzh va daouarn; astenn da zorn, hag en laka em c’hostez, ha na vez ket diskredik, met kreder.» Ha Tomaz da respont ha da lavarout dezhañ: «Va Aotrou ha va Doue.» Lavarout a reas Jezuz dezhañ: «Dre m’ac’h eus va gwelet, Tomaz, e kredez. Eürus ar re n’o deus ket gwelet hag o deus kredet.»
Kalz a vurzhudoù all a reas c’hoazh Jezuz dirak e ziskibion, ha n’int ket bet skrivet el levr-mañ. Met ar re-mañ a zo bet skrivet evit ma kredot ez eo Jezuz ar C’hrist, ar Mab da Zoue, hag evit m’ho po dre ho feiz, ar vuhez en e anv.

 

daved al load «  Introïbo « 

Stumm dreistordinal

 

 

ominica in Albis In Octava Paschæ

 

 

        

Sul Gwenn – Sul ar C’hasimodo

 

Vidi aquam * * *

Dazgwerzad (antifonenn) amzer Fask

diouzh Ezekiel 47, 1 & 9, Salm 118 (117),1

 

 

a setu ma strinke an dour eus dindan
kostez dehoù an Templ; rak yac’haat a ra, hag
ar vuhez en em zispak e kement lec’h ma’z a ar
froud. S/
Dougit klod d’an Aotrou evit e vadelezh !

Ya, da virviken e pad e drugarez !

Selaouomp

*

*

Digoradur

Eil lizher s. Pêr 2, 2. 

Quasi modo géniti infántes, allelúia : rationabiles, sine dolo lac concupíscite, allelúia, allelúia allelúia.

Evel bugaligoù nevez-c’hanet, c’hoantait a galon laezh speredel ar gelennadurezh wirion.

Salm 80,2 / Exsultáte Deo, adiutóri nostro: iubiláte Deo Iacob.

Youc’hit gant levenez da Zoue, hor skoazeller, gant brasañ drantiz, kanit da veuliñ doue Yakob!

 

Evit kanañ an digoradur (Introït):

gant Giovanni Vianini, Studio del Canto Gregoriano, Milano, Lombardia