Yaou 6 a viz Genver 2022 – Epifaniezh an Aotroù
Jeudi 6 Janvier 2022 – Epiphanie du Seigneur
* Stumm Usus Antiquior
Gouel ar Rouaned
*
Aviel Sant Vazhev
2, 1-12
Pa voe bet ganet Jezuz e Betlehem Youda, en amzer ar roue Herodez, setu ma teuas da Jeruzalem, Majed eus ar Sav-heol, ha lavarout a raent: «E pelec’h emañ roue ar Yuzevion a zo nevez-c’hanet? Rak gwelet hon eus e steredenn e tu ar Sav-heol, ha deuet omp da stouiñdirazañ.»
O klevout kement-se e voe trubuilhet ar roue Herodez ha gantañ Jeruzalem a-bezh. Bodañ a reas an holl veleion vras ha Skribed ar bobl, hag e c’houlennas diganto e pelec’h e tlee ar Mesiaz bezañ ganet. Ar re-mañ a respontas dezhañ: «E Betlehem Youda, rak evel-henn eo bet skrivet gant ar profed: Ha te, Betlehem, douar Youda, n’out ket an disterañ e-touez kêrioù bras Youda, rak ac’hanout e teuio ur penn-rener hag a vo pastor va fobl, Israel.» Herodez neuze, o vezañ galvet ar Vajed e kuzh, a c’houlennas diganto pe-da-vare resis e oa en em ziskouezet dezho ar steredenn. Hag o c’hasas da Vetlehem, en ur lavarout: «It, enklaskit pizh diwar-benn ar bugel, ha pa ho po e gavet, kemennit din en-dro, evit ma’z in me ivez da stouiñ dirazañ.»
Goude bezañ klevet komzoù ar roue, ez ejont en hent. Ha setu ar steredenn o devoa gwelet e tu ar Sav-heol, a gerzhe dirazo betek ma teuas da chom a-sav, a-us d’al lec’h m’edo ar bugel. O welout ar steredenn e voent karget holl a levenez vras. Aet e-barzh an ti e kavjont ar bugel gant Mari e vamm, hag o kouezhañ d’an daoulin e stoujont dirazañ; hag o vezañ digoret o c’hasedigoù e kinnigjont dezhañ da brof, aour, ezañs ha mir. Met o vezañ ma oa bet kemennet dezho dre o c’housk, chom hep distreiñ da gaout Herodez, e tistrojont d’o bro dre un hent disheñvel.
Digoradur
Diougan Malac’hia 3, 1 ; 1 Danevelloù 29, 12.
Ecce, advénit dominátor Dóminus : et regnum in manu eius et potéstas et impérium.
S/ Deus, iudícium tuum Regi da: et iustítiam tuam Fílio Regis.
Setu eñ o tont, an Aotroù Hollchalloudek; en e zaouarn emañ ar c’halloud hag ar c’hlod.
Salm 71,1 O Doue, roit d’ar Roue ho parnedigezh, hag ho reizhded da vab ar Roue.
aud