Yaou 26 a viz Mae 2022
IN ASCENSIONE DOMINI – YAOU-BASK (GOUEL MEUR)
Jeudi 26 Mai 2022 Solennité de l’Ascension du Seigneur
kanoù gregorian evit ar misal nevez
Misal nevez:
Aviel sant Mazhev
28, 16-20
An unnek diskibl a yeas neuze da C’halilea, war ar menez en devoa Jezuz merket dezho.
Hag ouzh e welout e stoujont dirazañ, int hag a oa bet amgredik. Jezuz o tostaat a lavaras dezho:
«Pep galloud a zo bet roet din en Neñv ha war an douar. It eta da gelenn an holl vroadoù; o badezit en anv an Tad hag ar Mab hag ar Spered Santel; deskit dezho mirout an holl gement am eus gourc’hemennet deoc’h.
Ha setu m’emaon ganeoc’h bemdez betek dibenn ar bed.»
daved al load » Introïbo «
+ Usus Antiquior
Digoradur
Ob. 1, 11.
Viri Galilǽi, quid admirámini aspiciéntes in cælum? allelúia : quemádmodum vidístis eum ascendéntem in cælum, ita véniet, allelúia, allelúia, allelúia / Salm 46,2 Omnes gentes, pláudite mánibus : iubiláte Deo in voce exsultatiónis.
Gwazed Galilea, perak e chomit aze da sellout ouzh an neñv? Hennezh, hag a zo bet savet diouzhoc’h d’an neñv, a zeuy en-dro evel-se, e-giz m’hoc’h eus e welet o vont kuit d’an neñv / C’hwi, pobloù holl, stlakit ho taouarn, meulit Doue gant youc’hadegoù a levenez !
Kroaz St-Nigoudem
*