Unnekvet Sul an amzer ordinal, pe: Ar Sul eus Eizhvetez Kalon Sakr Meurbet Jezuz

Sul 13 a viz Mezheven 2021

Unnekvet Sul an amzer ordinal / ar Sul eus Eizhvetez Kalon Sakr Meurbet Jezuz (bet lidet d’ar Gwener a-raok)

Dimanche 13 Juin 2021

11e Dimanche du temps ordinaire  / Dominica infra Oct. Ssmi Cordis Iesu (3e Dimanche après la Pentecôte, ou Dimanche dans l’Octave du Sacré-Coeur)

 

 

daved al load « Grégorien en paroisse« 

Stumm ordinal (bloavezh B):

eus an Aviel santel hervez sant Mark 4, 26-34


 

r bihanañ eo eus an holl hadoù, hag e teu da vezañ brasoc’h eget an holl blantoù.

En amzer-se e lavare Jezuz d’ar bobl: «Evel-henn emañ Rouantelezh Doue, evel un den en deus taolet had en douar. Pe o kousket e vefe pe dihunet, en noz hag en deiz, e tiwan hag e kresk an had, hep gouzout dezhañ penaos. Anezhañ e-unan an douar a daol e frouezh, da gentañ ar blantenn goude-se an dañvouezenn, ha neuze ed e-leizh en dañvouezenn. Ha pa vez prest ar greun, raktal e lakaer ar falz ennañ, dre ma ‘z eo darev an eost.»

C’hoazh e lavare: «Ouzh petra e hañvalimp Rouantelezh Doue, pe gant peseurt parabolenn he skeudennimp? Heñvel eo ouzh ur c’hreunenn sezv : pa vez hadet en douar, ez eo hi ar bihanañ eus an holl hadoù a zo war an douar; met ur wezh hadet e sav hag e teu da vezañ brasoc’h eget an holl louzeier all, hag e taol skourroù bras,
en doare ma c’hell laboused an neñv kaout goudor dindan he skeud.»
Ha gant e-leizh a barabolennoù eus ar seurt-se e prezege dezho ar Gomz, diouzh ma oant barrek da intent. Ne gomze ket outo hep parabolennoù; met d’e ziskibion, pa oant en o fart, e tisplege pep tra.

daved al load «  Introïbo « 

Stumm dreistordinal

 

 

ominica infra Oct. Sanctissimi Cordis Iesu

 

 

Digoradur

Salm 24, 16 & 18

Réspice in me et miserére mei, Dómine: quóniam únicus et pauper sum ego: vide humilitátem meam et labórem meum: et dimítte ómnia peccáta mea, Deus meus.

Troit davedon, ho pet truez ouzhin,

dre ma’z on va-unan-penn ha reuzeudik.

Gwelit va reuzeudigezh ha va zrevell

ha pardonit din, va Doue, va holl bec’hedoù.

 

+ 1-2 / Ad te, Dómine, levávi ánimam meam: Deus meus, in te confído, non erubéscam.

Etrezek ennoc’h, Aotrou, e savan va ene,

va Doue, ennoc’h e fizian. Grit n’am bo ket a vezh.

Respice in me…