Sul 6 a viz Here 2024 – Dominica Vigesima post Pentecosten – Ugentvet Sul goude ar Sul Gwenn (novus ordo/ seizhvet Sul war 20 per annum). Itron Varia ar Rozera
Dimanche 6 Octobre 2024 – Usus Antiquior: Vingtième Dimanche après la Pentecôte (Novus ordo: 27e Dim. per annum). Notre-Dame du Rosaire
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel ar misal nevez, gant pezhioù gregorian
s. Mark 10, 2-1
En amzer-se e tostaas Farizianed ouzh Jezuz hag e c’houlennjont daoust hag aotre en deus ur gwaz da gas kuit e wreg. Evit en aprouiñ e oa. Eñ avat a respontas dezho: «Petra, emezañ, en deus Moizez gourc’hemennet deoc’h?» «Moizez, emezo, en deus aotreet sevel ur skrid torr-dimeziñ ha kas kuit ar wreg.» Met Jezuz a respontas dezho: «Abalamour da galeter ho kalon eo e skrivas evidoc’h ar gourc’hemenn-se. Hogen adal penn kentañ ar grouidigezh, Doue en deus o c’hraet plac’h ha paotr. En abeg da se e tilezo ar gwaz e dad hag e vamm, hag ec’h en em stago ouzh e wreg, hag e vint o-daou ur c’horf hepken. Evel-se ned int mui daou, hogen ur c’horf hepken. Dre-se, ar pezh a zo bet unanet gant Doue, arabat d’an den e freuzañ!» Pa voent en ti, e reas adarre an diskibion goulennoù outañ diwar-benn kement-se. Ha respont a reas dezho: «An neb a gas e wreg kuit hag a zimez gant un all a ra avoultriezh en he c’heñver; ha mar argas ur wreg he fried kuit, ha ma timez gant un all, e ra avoultriezh.» Kinnig a rae an dud bugaligoù dezhañ evit ma stokje outo. An diskibion avat o argase dichek. Met Jezuz o welout kement-se, a savas droug ennañ hag a lavaras dezho: «Lezit ar vugaligoù da zont davedon, ha na virit ket outo, rak d’ar re a zo heñvel outo ec’h eo Rouantelezh Doue. E gwirionez me lavar deoc’h, an neb na zegemer ket Rouantelezh Doue evel ur bugel bihan, ned aio ket e-barzh.» O c’hemerout a reas etre e zivvrec’h hag o bennigañ a reas dre lakaat e zaouarn warno.
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica Vigesima post Pentecosten
Digoradur
Daniel. 3, 31, 29 & 42
Omnia, quæ fecísti nobis, Dómine, in vero iudício fecísti, quia peccávimus tibi et mandátis tuis non obœdívimus : sed da glóriam nómini tuo, et fac nobíscum secúndum multitúdinem misericórdiæ tuæ.
+ Salm 118,1 Beáti immaculáti in via : qui ámbulant in lege Dómini.
Kement hoc’h eus graet dimp, eo gant setañs reizh hoc’h eus en graet. Ya, pec’het hon eus a-enep deoc’h, ha gourc’hemennoù ho Lezenn n’hon eus ket selaouet. Met grit en hon c’heñver hervez ho madelezh, hag hervez braster ho trugarez. / Gwenn o bed ar re a zo pervezh o hent, ar re a gerzh gant lezenn an Aotroù.
http://marikavel.org/documents/buhez-ar-zent/baz-689.htm