Trede Sul an Azvent

 

Sul 17 a viz Du 2023 Dominica Tertia Adventus / Trede Sul an Azvent (Sul ar Gaudete)

Dimanche 17 décembre 2023 – 3e Dimanche de l’Avent

 

 

daved al load «  Introïbo « 

 

+ Usus Antiquior

Dominica Tertia Adventus

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2022/12/Gaudete-in-Domino.png

 

eur audio

Digoradur

Filipidi 4,4-6

Gaudéte in Dómino semper: íterum dico, gaudéte. Modéstia vestra nota sit ómnibus homínibus: Dóminus enim prope est. Nihil sollíciti sitis: sed in omni oratióne petitiónes vestræ innotéscant apud Deum. +Salm 84, 2 Benedixísti, Dómine, terram tuam: avertísti captivitátem Iacob.

En em laouenait hep ehan, en Aotrou; e lavarout a ran adarre, en em laouenait. Ra vezo anat ho kerreizhded d’an holl dud. Tost eo an Aotrou. Na vezit nec’het gant netra. Met dre hoc’h holl pedennoù, lakait ho koulennoù da sevel dirak Doue. S/ Ho krad vat, Aotrou, hoc’h eus diskouezet d’ho pro; graet hoc’h eus da brizonidi Yakob distreiñ.

*

*

*

« Un diforc’h bras a zo eta etre kelc’hiad Pask hag hini Nedeleg. Kelc’hiad Pask a zo istorek. Hini Nedeleg a zo kevrinek. Kevrinek dre ma fell dezhañ arvestiñ ouzh kevrinoù hor Salver a-us d’an istor, dre ma komz dimp eus hor ginivelezh d’ar c’hras, eus hon advabelezh d’an Tad, eus kevrinoù kuzhetañ an ene.

Daoust ha n’hellomp ket lakaat dindan ul lavarenn verr kement a zo e kelc’hiad Nedeleg? Eo.

Ar pennvenoz a seblant din ren warnañ eo an hevelep hini hag a gavomp ken anat en Aviel: soñj eus donedigezh Rouantelezh Doue. Sed ar «c’helloù mat» a glevomp digant Izaia, digant Yann, digant Hor Salver e-unan pe an Ebestel, keloù mat unvaniezh Doue gant ar grouadelezh, kevrin ar C’hras. Dont a ra Doue ganimp, Emmanuel. Eñ, ar C’hrist eo ar Roue, mammenn ar C’hras evidomp, advibion ma’z omp ennañ d’an Tad. Endro dezhañ, ar Rouantelezh, dindan skeudennoù disheñvel: an Iliz, ar Werc’hez Vari, an ene kristen. Un embanner a zo d’ar Roue, Yann-Vadezour. Hag un embanner a zo ivez d’ar Werc’hez Vari ha d’an Iliz, Izaia. Eñ ivez a embann an Emmanuel. Rak ur c’hevrin a embannadur a zo, ur c’hevrin a ziskouezidigezh. Donedigezh Doue en Iliz, er Werc’hez, en ene kristen a zo kemennet d’ar bed. Ar C’hrist e-unan, en em ziskouez, ha goulenn a ra ivez bezañ diskouezet, n’eo ket hepken gant Yann, gant Izaia, met gant pep abostol, gant pep ene. An Iliz a ziskouez ar C’hrist evel ma ra ar Werc’hez Vari, evel ma tle ober pep kristen. Dont a ra enno, hag ivez drezo.»

+Loeiz ar Floc’h – Kelc’hiad Nedeleg (1945)

 

*