Sul Kentañ an Azvent

Sul 27 a viz Du 2022 Dominica Prima Adventus Sul Kentañ an Azvent

Dimanche 27 novembre 20221er Dimanche de l’Avent

 

 

 

kanoù gregorian evit ar misal nevez

Misal nevez bloavezh A

Aviel sant Lukaz 21, 25-28, 34-36

En amzer-se e komze Jezuz gant e ziskibion eus e zistro: «Hag e vo arouezioù en heol, el loar hag er stered; ha war an douar enkrez e-touez ar Broadoù gant ar souezhus ma vo trouz ar mor hag an tonnoù. An dud o tisec’hañ gant ar spont o ‘n em c’houlenn petra vo o tont war ar bed-holl, rak galloudegezhioù an neñvoù a vo brallet.

Neuze e vo gwelet Mab an Den o tont war ur goabrenn, gant galloud ha gloar vras. Pa stago an traoù-se da c’hoarvezout, adsavit ho kalon ha sonnit ho penn, rak tost e vo deoc’h bezañ tennet a boan.»

Diwallit ouzhoc’h hoc’h-unan, gant aon na ve pounneraet ho kalonoù gant an dirollerezh, ar vezventi ha prederioù ar vuhez-mañ, ha na gouezfe an deiz-se warnoc’h a-daol-trumm, evel ur roued; rak kouezhañ e raio war an holl dud a zo o chom war an douar a-bezh.

Beilhit eta, en ur bediñ e pep amzer, ma vezot barrek da dec’hout diouzh an holl draoù-se da zont, ha da chom en ho sav dirak Mab an Den.»

 

 

daved al load  » Introïbo « 

 

+ Usus Antiquior

Dominica Prima Adventus

 

Digoradur

 

 

Salm 24,1-3

Ad te levávi ánimam meam: Deus meus, in te confíde, non erubéscam: neque irrídeant me inimíci mei: étenim univérsi, qui te exspéctant, non confundéntur. + 4 Vias tuas, Dómine, demónstra mihi: et sémitas tuas édoce me.

Etrezek ennoc’h, Aotrou, e savan va ene, va Doue, ennoc’h e fizian. Grit n’am bo ket a vezh, na drido ket va enebourion diwar va fenn; nann, an neb zo e fiziañs ennoc’h n’en devo ket a vezh. + gwerzad 4/ Hoc’h hentoù, grit din o anavezout, Aotrou, ho kwenodennoù o c’helennit din.