Sul ar Seikontved

Sul 5 a viz C’hwevrer 2023misal nevez: 5e Sul per annum (A) / Usus Antiquior: Dominica in Septuagesima / Sul ar Seikontved (Sul ar Peuz)

Dimanche 5 Février 20235e Dimanche per annum / Usus Antiquior Dimanche de la Septuagésime

 

 

 

kanoù gregorian evit ar misal nevez

Misal nevez bloavezh A

Aviel sant Mazhev 5, 13-16

En amzer-se e lavaras Jezuz d’e ziskibion: «C’hwi eo holen an douar.

Hogen ma teu an holen da zivlazañ, gant petra e vo e sallet?

Ne dalv mann ebet ken, nemet da vezañ taolet er-maez ha flastret gant treid an dud.

C’hwi eo sklêrijenn ar bed.

N’hell ket bezañ kuzhet ur gêr savet war lein ur menez;

ha ne vez ket enaouet ul lamp evit he lakaat dindan ar boezell,

met war ar c’hantolor, evit ma sklêrijenno holl dud an ti.

Evel-se ra lugerno ho sklêrijenn-c’hwi dirak an dud, evit ma teuint,

dre welout hoc’h oberoù mat,

da zougen klod d’ho Tad a zo en Neñvoù.»

 

 

daved al load «  Introïbo « 

 

+ Usus antiquor

 Dominica in Septuagesima

 +

 

Ar ger « septuagesima » (Seikontveda verk 70.

Pobl Israel a voe dek bloaz ha tri-ugent en harlu e Babylon.

Amzer ar Seikontved a zegas dimp da soñj eus an amzer-se

a voe ivez evit ar Yudeed un amzer a boan, a binijenn.

D’o heul e kerzhimp davet ar Pask nevez.

*

Digoradur

Salm 17, 5, 6 & 7

Circumdedérut me gémitus mortis, dolóres inférni circumdedérunt me : et in tribulatióne mea invocávi Dóminum, et exaudívit de templo sancto suo vocem meam.

+ 2-3 / Díligam te, Dómine, fortitúdo mea: Dóminus firmaméntum meum, et refúgium meum, et liberátor meus.

Kelc’hiet e oan gant gwagennoù ar marv, paket e oan e rouedoù ar marv.

Em anken em eus galvet an Aotrou, hag eus e neved en deus klevet va mouezh.

S/ Aotroù, ho karout a ran, C’hwi ar roc’h a gavan bod enni ;

        va skoed, va c’horn-trec’her, va c’hreñvlec’h.