Sul an 19 a viz Mezheven 2022

19 a viz Mezheven 2022 – Misal nevez : Gouel Meur Kevrinenn Santel Korf ha Gwad ar C’hrist /

Usus Antiquior : Dominica infra Octaviam Sanctissimi Corporis Christi Ar Sul eus eizhvetez gouel ar Gevrinenn Santel

19 Juin 2022 nouveau missel : Solennité du Très Saint Sacrement du Corps et du Sang du Christ / Ancien rite : Dimanche dans l’Octave de la Fête-Dieu

 

 

 

kanoù gregorian evit ar misal nevez

Misal nevez:

Aviel sant Lukaz

9,11-17

En amzer-se e komzas Jezuz d’ar Bobl eus Rouantelezh Doue, hag e pareas ar re o devoa ezhomm da vezañ yac’haet. Edo an deiz war e ziskar. Tostaat a reas an Daouzek da lavarout dezhañ: «Kas kuit an dud: ma ‘z aint d’ar c’hêriadennoù ha d’ar mereurioù diwar-dro, da lojañ ha da glask boued.

Rak amañ emaomp en ul lec’h digenvez.» Lavarout a reas dezho: «C’hwi hoc’h-unan, roit dezho da zebriñ.» Int a respontas: «N’eus ket ganimp ouzhpenn pemp baraenn ha daou besk, nemet ez afemp ni hon-unan da brenañ boued evit an holl dud-se.» Ur pemp mil bennak a baotred a oa anezho.

Neuze e lavaras d’e ziskibion: «Lakait-i da azezañ a strolladoù a hanter-kant den bennak.»

Evel-se e rejont hag e lakajont an holl da azezañ. O kemerout neuze ar pemp baraenn hag an daou besk, hag o sevel e zaoulagad etrezek an Neñv, e lavaras ur vennigadenn, o rannas hag o roas d’e ziskibion da ingaliñ d’an dud.

Debriñ a rejont holl o gwalc’h, hag eus an tammoù a vanas en o dilec’h e voe dastumet daouzek panerad.

 

 

daved al load  » Introïbo « 

 

 

 

+ Usus Antiquior

 

 

Digoradur

 

Salm 17, 19-20

Factus est Dóminus protéctor meus, et edúxit me in latitúdinem : salvum me fecit, quóniam vóluit me. + 2-3 Díligam te, Dómine, virtus mea: Dóminus firmaméntum meum et refúgium meum et liberátor meus.

An Aotrou zo bet va difenner ha va c’haset en deus d’an donvor, va salvet en deus rak va c’harout a ra. / Ho karout a ran, Aotrou, C’hwi va nerzh: an Aotrou eo va difenn, va repu ha va dieuber.

 

 

 

*