Sul 6 a viz C’hwevrer 2022
5vet Sul Per Annum / Stumm Usus Antiquior: Dominica Quinta post Epiphaniam.
Dimanche 6 Janvier 2022
5e Dimanche Per Annum / Forme Usus Antiquior 5e Dimanche après l’Epiphanie.
Misal nevez
Aviel Sant Lukaz 5, 1-11
En amzer-se, evel m’edo ar bobl o gwaskañ Jezuz a-dost evit klevout komz Doue edo eñ war ribl lenn C’henezared; hag e welas div vag ouzh an aod; ar besketaerion a oa diskennet diwarno hag e oant o walc’hiñ o rouedoù.
Pignat a eure en unan eus ar bagoù, hini Simon, ha goulenn digantañ pellaat un tammig diouzh an douar. Hag o vezañ aet en e goazez, e kelenne ar bobl eus ar vag.
P’en devoe echuet da gomz e lavaras da Simon: «Kae d’an donvor, ha laoskit ho rouedoù e-barzh evit pesketa.»
Ha Simon da respont dezhañ: «Mestr, a-hed an noz hon eus poaniet, ha mann n’hon eus paket;
diwar da lavar avat, e laoskin ar rouedoù e-barzh.» Ober a rejont hag e klozjont un niver bras a besked, ma roge o rouedoù.
Gwinal a rejont neuze d’o c’hevelerion hag a oa en eil bag, da zonet d’o sikour; donet a rejont hag e leugnjont an div vag, ken na ziskennent en dour.
O welout se, e kouezhas Simon Pêr ouzh daoulin Jezuz en ur lavarout: «Kae diouzhin, Aotrou, rak ur pec’her ez on-me!» Rak ar sebez a oa kroget ennañ hag en holl dud a oa gantañ,en abeg d’an taol-pesketaerezh o devoa graet. Heñvel e oa gant Jakez ha Yann, mibion Zebedea, hag a oa kevelerion Simon.
Jezuz avat a lavaras da Simon: «N’a ket da spontañ ! Hiviziken ez eo tud a baki.» Sachañ a rejont ar bagoù d’an douar hag o tilezel pep tra ez ejont d’e heul.
daved al load » Introïbo «
+ Usus Antiquior +
ominica Quinta post Epiphaniam.
Digoradur
evel d’ar Sul a-raok
Salm 96, 7-8
Adoráte Deum, omnes Angeli eius: audívit, et lætáta est Sion: et exsultavérunt fíliæ Iudæ.
+ gwerzad 1- Dóminus regnávit, exsúltet terra: læténtur ínsulæ multæ.
Stouit dirak Doue, c’hwi an holl aeled! Klevet he deus Sion hag en em laouena, tridal a ra merc’hed Bro-Youda!
S/ An Aotrou a ren ! Ra drido an douar! Ra vo levenez gant bed an inizi!
*
aud