Sul 13 a viz C’hwevrer 2022
6vet Sul Per Annum / Stumm Usus Antiquior: Dominica in Septuagesima / Sul ar Seikontved (Sul ar Peuz)
Dimanche 13 Janvier 2022 – 6e Dimanche Per Annum / Forme Usus Antiquior : Dimanche de la Septuagésime.
Misal nevez
Aviel Sant Lukaz
6, 17, 20-26
En amzer-se, o tiskenn gant an daouzek, en em zalc’has Jezuz en ul lec’h kompez hag e lavaras d’e ziskibion:
«Eürus oc’h, c’hwi ar beorien, rak deoc’h ez eo Rouantelezh Doue.
Eürus oc’h, c’hwi ar re o deus naon bremañ, rak ho kwalc’h ho po.
Eürus oc’h, c’hwi ar re a ouel bremañ, rak c’hoazhin a reot.
Eürus e vezot pa vezot kasaet gant an dud, ha pa vezot forbannet, dismegañset, pa vo distaolet hoc’h anv, evel ur vezh, abalamour da Vab an Den.
daved al load » Introïbo «
+ Usus Antiquior +
ominica in Septuagesima
*
Ar ger « septuagesima » (Seikontved) a verk 70.
Pobl Israel a voe dek bloaz ha tri-ugent en harlu e Babylon.
Amzer ar Seikontved a zegas dimp da soñj eus an amzer-se
a voe ivez evit ar Yudeed un amzer a boan, a binijenn.
*
Digoradur
Salm 17, 5, 6 & 7
Circumdedérut me gémitus mortis, dolóres inférni circumdedérunt me : et in tribulatióne mea invocávi Dóminum, et exaudívit de templo sancto suo vocem meam.
+ 2-3 / Díligam te, Dómine, fortitúdo mea: Dóminus firmaméntum meum, et refúgium meum, et liberátor meus.
Kelc’hiet e oan gant gwagennoù ar marv, paket e oan e rouedoù ar marv.
Em anken em eus galvet an Aotrou, hag eus e neved en deus klevet va mouezh.
S/ Aotroù, ho karout a ran, C’hwi ar roc’h a gavan bod enni ;
va skoed, va c’horn-trec’her, va c’hreñvlec’h.
*
aud