Misal nevez : 23 Sul eus an amzer e-pad ar bloaz
Usus Antiquior : ar Pemzekvet Sul goude ar Sul-Gwenn
Dimanche 5 Septembre 2021
Nouveau Missel : 23e Dimanche du temps ordinaire.
Usus Antiquior: Dominica Decima quinta post Pentecosten
Misal nevez: Mark 7
En amzer-se, en em zastumas en-dro da Jezuz ar Farizianed hag hiniennoù eus ar Skribed deuet eus Jeruzalem. O welout darn eus e ziskibion o kemerout o fred gant o daouarn dic’hlan, da lavarout eo hep bezañ o gwalc’het, e kavent abeg enno. Rak ar Farizianed hag an holl Yuzevion ne zebront ket o boued hep bezañ gwalc’het ervat o daouarn, stag ma ‘z int ouzh Hengoun ar Re Gozh; ha pa zeuont en-dro diwar al leurgêr, ne zebront ket hep bezañ strinket dour warno o-unan; ha kalz traoù all a zo c’hoazh a viront hervez an Hengoun: gwalc’hadurioù an hanafoù, ar podoù, al listri-arem. Goulenn a reas eta ar Farizianed hag ar Skribed outañ: «Perak ne vir ket da ziskibion-te Hengoun ar Re Gozh, pa gemeront o fredoù gant o daouarn dic’hlan?» Respont a reas dezho: «Brav-kenañ en deus diouganet Izaia diwar ho penn, pilpouzed ma ‘z oc’h, p’en deus skrivet: Ar bobl-mañ am enor gant he muzelloù,
met he c’halon a zo mil-bell diouzhin; un aner eo an doujañs a ziskouezont din pa gelennont ur gelennadurezh a zo gourc’hemennoù a-berzh an dud. Lezel a rit gourc’hemennoù Doue a-gostez evit mirout Hengoun an dud.»
Hag o vezañ galvet adarre ar bobl davetañ e lavare dezho: «Va selaouit holl ha komprenit! N’eus netra a-ziavaez d’an den a gement a c’hell e lakaat dic’hlan en ur antren ennañ; hogen ar pezh a zeu er-maez eus an den eo an hini a laka dic’hlan an den. Neb en deus divskouarn da glevout, ra glevo! » Rak eus an diabarzh, eus kalon an dud e teu ar mennadoù fall: Gadaliezh, laeroñsi, muntrerezh, avoultriezh, gwall-c’hoantegezh d’ar madoù, fallagriezh, touellerezh, orged, avi, droukkomz, lorc’hentez, diboellegezh. An holl fallentezioù-se a zeu eus an diabarzh hag a laka an den dic’hlan.
daved al load » Introïbo «
Stumm Usus Antiquior
ominica Decima Quinta post Pentecosten
Digoradur
Salm 85, 1-2-3
Inclína, Dómine, aurem tuam ad me, et exáudi me : salvum fac servum tuum, Deus meus, sperántem in te : miserére mihi, Dómine, quóniam ad te clamávi tota die.
Stouit ho skouarn, Aotrou, ha respontit din; va Doue, salvit ho servijer en em fiz ennoc’h. Ho pet truez ouzhin, Aotrou, rak davedoc’h e c’halvan a-hed an deiz.
+ 4 / Lætífica ánimam servi tui : quia ad te, Dómine, ánimam meam levávi.
Roit levenez da ene ho servijer,
rak davedoc’h Aotrou e savan va ene.
Lecteur aud