Sul 30 a viz Genver 2022
4e Sul Per Annum / Stumm Usus Antiquior: Dominica Quarta post Epiphaniam.
Dimanche 30 Janvier 2022
4e Dimanche Per Annum / Forme Usus Antiquior 4e Dimanche après l’Epiphanie.
Misal nevez
Aviel Sant Lukaz 4, 21-30
En amzer-se e stagas Jezuz da lavarout: «Hiziv, e teu da wir al lavar-se eus ar Skritur o deus klevet ho tivskouarn.» Hag an holl a roe testeni dezhañ, hag a oa souezhet gant ar c’homzoù kaer a zeue eus e c’henou. Ma lavarent: «Daoust ha n’eo ket hennezh mab Jozef?» Hag eñ da respont dezho:
«Hep mar ebet, e lavarot din ar c’hrennlavar-mañ: »Mezeg, en em yac’ha da-unan. An traoù ken bras hon eus klevet ac’h eus graet evit Kafarnaoum, o gra amañ ivez ez pro! »»
Hag e lavaras c’hoazh: «E gwirionez, me lavar deoc’h, profed ebet ne vez degemeret mat en e vro. A dra sur, me lavar deoc’h, e oa kalz a intañvezed en Israel en amzer Elia, pa voe serret an oabl e-pad tri bloaz ha c’hwec’h miz, en doare ma c’hoarvezas ur gernez vras dre ar vro a-bezh; ha koulskoude da gaout hini anezho ne voe kaset Elia, nemet da gaout un intañvez eus Sarepta, e Bro – Sidon. Ha kalz a dud lovr a oa ivez en Israel, da vare ar profed Elizea, ha koulskoude hini anezho ne voe glanaet nemet Naaman ar Siriad.»
Leun a fulor e oant holl er sinagogenn o klevout kement-se. Hag int o sevel d’e vountañ er-maez eus kêr, ha d’e gas betek un tarroz eus ar menez ma oa savet o c’hêr warnañ, evit e stlepel d’an traoñ. Eñ avat, o tremen dre o c’hreiz, a yeas kuit.
daved al load » Introïbo «
+ Usus Antiquior +
ominica Quarta post Epiphaniam.
Digoradur
Salm 96, 7-8
Adoráte Deum, omnes Angeli eius: audívit, et lætáta est Sion: et exsultavérunt fíliæ Iudæ.
+ gwerzad 1- Dóminus regnávit, exsúltet terra: læténtur ínsulæ multæ.
Stouit dirak Doue, c’hwi an holl aeled! Klevet he deus Sion hag en em laouena, tridal a ra merc’hed Bro-Youda!
S/ An Aotrou a ren ! Ra drido an douar! Ra vo levenez gant bed an inizi!
*
aud