Sul 3 a viz Gouere 2022

Sul 3 a viz Gouere 2022 – Misal nevez : 14vet Sul per annum /

Usus Antiquior : Dominica Quarta post Pentecosten Pevare Sul goude ar Sul Wenn

Dimanche 3 Juillet 2022 – nouveau missel : 14 Dimanche per annum / Ancien rite : 4ème Dimanche après la Pentecôte

 

 

 

kanoù gregorian evit ar misal nevez

Misal nevez:

Aviel sant Lukaz

10, 1-12. 17-20

En amzer-se e tibabas an Aotrou daouzek ha tri-ugent all hag o c’hasas daou ha daou en e raok, da gement kêr ha lec’h ma tlee mont e-unan.

Hag e lavaras dezho: «Stank eo an eost, distank avat al labourerion. Pedit eta mestr an eost ma kaso war e eost labourerion. It! Setu m’ho kasan evel deñved e-touez bleizi.

Na zougit na yalc’h, na sac’h, na botoù; na saludit den ebet war an hent. E kement ti ma ‘z eot, lavarit da gentañ: ‘Peoc’h d’an ti-mañ’. Ha ma vez eno un den a beoc’h, e tiskenno ho peoc’h warnañ; mar ne vez ket, e teuy en-dro warnoc’h. Chomit en hevelep ti, o tebriñ hag oc’h evañ eus ar pezh a vo ganto; rak d’al labourer eo dleet e c’hopr.

Na dremenit ket a di da di. E kement kêr ma ‘z eot, mar ho tegemerer, debrit ar pezh a vo servijet deoc’h; pareit ar glañvourien a vo eno, ha lavarit d’an dud: Tost deoc’h emañ Rouantelezh Doue.

E kement kêr ma ‘z eot, mar n’ho tegemerer ket, it war leurioù-kêr ha lavarit:  »Betek poultr ho kêr hag a zo stag ouzh hon treid a dennomp diwarno d’e lezel ganeoc’h; koulskoude gouezit kement-se: tost emañ Rouantelezh Doue. » Me lavar deoc’h, evit Sodom, en deiz-se, ne vo ket ken gwazh hag evit ar gêr-se.

Distreiñ a reas an daouzek ha tri-ugent, leun a levenez, o lavarout: «Aotrou, an drouksperedoù o-unan a bleg dimp ez anv!» Hag e respontas dezho: «Gwelout a raen Satan o kouezhañ eus an Neñv evel ul luc’hedenn. Setu m’em eus roet deoc’h ar galloud da gerzhout war an naered, hag ar c’hruged, ha beli war holl nerzh an enebour, ha mann ebet ne c’hello noazout ouzhoc’h.

Koulskoude n’eo ket gant se hoc’h eus da vezañ laouen, e plegfe deoc’h ar speredoù, hogen bezit laouen dre m’emañ skrivet hoc’h anvioù en Neñvoù.»

 

 

 

daved al load «  Introïbo « 

 

 

 

+ Usus Antiquior

 

 

Digoradur

 

Salm 26, 1-2

Dóminus illuminátio mea et salus mea, quem timebo ? Dóminus defénsor vitæ meæ, a quo trepidábo ? qui tríbulant me inimíci mei, ipsi infirmáti sunt, et cecidérunt.+ 3 / Ad te, Dómine, levávi ánimam meam: Deus meus, in te confído, non erubéscam.

Va sklêrijenn ha va silvidigezh eo an Aotrou, piv am lakafe da spontañ? Nerzh va buhez eo an Aotrou, piv am lakafe da grenañ? Pa sav ar re fallakr a-enep din, evit va lonkañ en-bev, va enebourion ha va heskinerion eo int-i ar re a vrañsell hag a gouezh / Ha pa vefe ul lu staliet a-dal din, e vano dizaon va c’halon.

 

 

 

 

*