Sul 27 a viz Meurzh 2022

Sul 27 a viz Meurzh 2022

Pevare Sul ar C’horaiz – Domenica Quarta in Quadragesima

Dimanche 27 Mars 2022 – 4e Dimanche de Carême

 

 

 

 Misal nevez

Aviel sant Lukaz 

15, 1-3

En amzer-se e tostae ar Bublikaned hag ar bec’herion holl ouzh Jezuz evit e glevout. Ma c’hrozmole ar Farizianed hag ar Skribed o lavarout: «Hennezh a zegemer ar bec’herion hag a zebr ganto!»

Neuze e lavaras dezho ar barabolenn-mañ: «Un den a oa hag en devoa daou vab. An hini yaouankañ anezho a lavaras d’e dad:  »Tad, ro din al lod eus an danvez a zle degouezhout din » Hag an tad a rannas e vadoù etrezo. Un nebeud deizioù goude, e tastumas ar mab yaouankañ e holl beadra hag ez eas kuit da bell vro; hag eno e foetas e zanvez o ren ur vuhez diroll. Pa voe dispignet pep tra gantañ, e teuas ur gernez vras war ar vro-se, hag eñ e-unan a grogas da santout dienez. Mont a reas neuze d’en em c’hoprañ gant unan eus tud ar vro, hag hemañ e gasas d’e barkeier da vesa moc’h. Karet en divije leuniañ e gof gant ar c’hlos a zebre ar moc’h, met den ne roe dezhañ. Neuze o tistreiñ outañ e-unan e lavaras:  »Nag a vevelion e ti va zad o deus bara ouzhpenn o gwalc’h, ha me amañ o vervel gant an naon!

Sevel a rin hag ez in da gaout va zad hag e lavarin dezhañ: Tad, pec’het em eus enep an Neñv hag enep dit. N’on ket dellezek ken da vezañ anvet da vab. Gra din evel da unan eus da vevelion. » Hag e savas da vont etrezek e dad. Pell bras c’hoazh e oa p’ en gwelas e dad o teredek, ma savas ennañ truez outañ, e lammas en e gerc’henn hag e pokas dezhañ gant karantez. Neuze e lavaras e vab dezhañ:  »Tad, pec’het em eus enep an Neñv hag enep dit, n’on ket dellezek ken da vezañ anvet da vab. » Hogen an tad a lavaras d’e vevelion:  »Degasit buan ar sae gaerañ hag he gwiskit dezhañ; lakait ur bizoù en e zorn, ha botoù en e dreid. Degasit al leue lart ha lazhit-eñ; debromp ha greomp fest. Rak ar mab-mañ din a oa marv, ha setu-eñ advevet; kollet e oa ha setu-eñ adkavet. » Hag en em lakajont d’ober fest.

Hogen ar mab henañ a oa er park; en ur zistreiñ evel ma tostae d’an ti, e klevas sonerezh ha dañsoù. Hag eñ o c’hervel unan eus ar servijerion a c’houlennas digantañ petra ‘oa kement-se. Hag hemañ a respontas dezhañ:  »Da vreur eo a zo distro, ha da dad en deus lazhet al leue lart, dre m’en deus en adkavet yac’h. » Met droug a yeas ennañ ha n’houlle ket monet en ti. Neuze e teuas e dad er-maez d’en aspediñ. Met eñ a respontas d’e dad:  »Setu nouspet bloavezh m’az servijan, ha gwezh ebet n’em eus torret da c’hourc’hemennoù, met biskoazh n’ec’h eus roet din-me ur c’havrig d’ober fest gant va mignoned. Hogen kerkent ha m’eo deuet en-dro ar mab-se dit-te hag en deus debret da beadra gant merc’hed fall, e lazhez evitañ al leue lart! » An tad a lavaras dezhañ:  »Va bugel, te ‘zo dalc’hmat ganin, ha kement am eus-me a zo dit-te. Met ret e oa ober fest hag en em laouenaat, rak da vreur amañ a oa marv, hag advevet eo; kollet e oa, hag adkavet eo! »»

 

daved al load «  Introïbo « 

 

 

 

+ Usus Antiquior

 

 

 

 

Digoradur

Izaia 66, 10 ha 11

Lætáre, Ierúsalem : et convéntum fácite, omnes qui dilígitis eam : gaudéte cum lætítia, qui in tristítia fuístis : ut exsultétis, et satiémini ab ubéribus consolatiónis vestræ.

Salm 121,1 / Lætátus sum in his, quæ dicta sunt mihi : in domum Dómini íbimus.

Bezit laouen gant Jeruzalem! En em vodit, c’hwi holl hag he c’har! Tridit a levenez en abeg dezhi,

c‘hwi holl hag hoc’h eus douget he c’hañv.

S. / Na laouen on bet p’eo bet lavaret din: «Deomp da di an Aotrou !»