Sul 26 a viz Mezheven 2022

Sul 26 a viz Mezheven 2022 – Misal nevez : 13vet Sul per annum / Usus Antiquior : Dominica Tertia post Pentecosten (Dominica infra Octaviam Sanctissimi Corporis Christi) – An Trede Sul goude ar Sul Wenn (Ar Sul eus eizhvetez gouel ar Gevrinenn Santel)

Dimanche 26 Juin 2022 – nouveau missel : 13 Dimanche per annum / Usus antiquior  : 3ème Dimanche après la Pentecôte, anciennement Dimanche dans l’Octave du Sacré-Cœur

 

 

 

kanoù gregorian evit ar misal nevez

Misal nevez:

Aviel sant Lukaz

9, 51-62

Pa zeue da benn an deizioù ma tlee bezañ savet d’an neñv, Jezuz a lakaas start en e soñj mont da Jeruzalem. Kas a reas kannaded en e raok, hag ar re-mañ o vezañ aet en hent,

a antreas en ur gêriadenn eus Samaria, da aozañ pep tra evitañ. Met ne voent ket degemeret gant tud ar gêriadenn, dre m’edo Jezuz o vont da Jeruzalem. O welout kement-se an diskibion Jakez ha Yann a lavaras: «Aotrou, ha fellout a ra dit e lavarfemp d’an tan

diskenn eus an neñv d’o fulluc’hañ?» O treiñ war-zu enno e krozas Jezuz dezho. Hag ez ejont d’ur gêriadenn all.

Pa oant o vont gant o hent e lavaras unan bennak dezhañ: «Da heuliañ a rin da gement lec’h ma ‘z i.» Met Jezuz a respontas dezhañ: «Al lern o deus toulloù, ha laboused an neñv o deus neizhioù. Mab an Den avat n’en deus lec’h ebet da harpañ e benn.» D’un all e lavaras: «Deus d’am heul.» Hemañ a respontas: «Mestr, va lez da vont da gentañ da sebeliañ va zad.» Jezuz neuze a respontas dezhañ:

«Lez ar re varv da sebeliañ ar re varv. Ha te, kae da gemenn Rouantelezh Doue.» Un all c’hoazh a lavaras: «Mont a rin d’az heul, met da gentañ, va lez da vont da lavarout kenavo d’am zud.» Jezuz a respontas dezhañ: «Neb a grog e lost an alar hag a sell a-dreñv, n’eo ket doareet diouzh Rouantelezh Doue.»

 

 

daved al load  » Introïbo « 

 

 

 

+ Usus Antiquior

 

 

Digoradur

 

Salm 24, 16 & 18

Réspice in me et miserére mei, Dómine: quóniam únicus et pauper sum ego: vide humilitátem meam et labórem meum: et dimítte ómnia peccáta mea, Deus meus + 1-2 / Ad te, Dómine, levávi ánimam meam: Deus meus, in te confído, non erubéscam.

Troit davedon, ho pet truez ouzhin, dre ma’z on va-unan-penn ha reuzeudik. Gwelit va reuzeudigezh ha va zrevell ha pardonit din, va Doue, va holl bec’hedoù. Etrezek ennoc’h, Aotrou, e savan va ene, va Doue, ennoc’h e fizian. Grit n’am bo ket a vezh.

 

 

*