Epifaniezh – Stumm Usus Antiquior: Sanctissimi Nominis Iesu
Gouel Anv Santel Meurbet Jezuz
Dimanche 2 Janvier 2022
Epiphanie – Selon l’ancien rite: Sanctissimi Nominis Iesu Fête du Très-Saint Nom de Jésus
Misal nevez: Aviel Sant Vazhev
2, 1-12
Pa voe bet ganet Jezuz e Betlehem Youda, en amzer ar roue Herodez, setu ma teuas da Jeruzalem, Majed eus ar Sav-heol, ha lavarout a raent: «E pelec’h emañ roue ar Yuzevion a zo nevez-c’hanet?
Rak gwelet hon eus e steredenn e tu ar Sav-heol, ha deuet omp da stouiñ dirazañ».
O klevout kement-se e voe trubuilhet ar roue Herodez ha gantañ Jeruzalem a-bezh. Bodañ a reas an holl veleion vras ha Skribed ar bobl, hag e c’houlennas diganto e pelec’h e tlee ar Mesiaz bezañ ganet. Ar re-mañ a respontas dezhañ: «E Betlehem Youda, rak evel-henn eo bet skrivet gant ar profed:
Ha te, Betlehem, douar Youda, n’out ket an disterañ e-touez kêrioù bras Youda, rak ac’hanout e teuio ur penn-rener hag a vo pastor va fobl, Israel».
Herodez neuze, o vezañ galvet ar Vajed e kuzh, a c’houlennas diganto pe-da-vare resis e oa en em ziskouezet dezho ar steredenn. Hag o c’hasas da Vetlehem, en ur lavarout: «It, enklaskit pizh diwar-benn ar bugel, ha pa ho po e gavet, kemennit din en-dro, evit ma ‘z in me ivez da stouiñ dirazañ».
Goude bezañ klevet komzoù ar roue, ez ejont en hent. Ha setu ar steredenn o devoa gwelet e tu ar Sav-heol, a gerzhe dirazo betek ma teuas da chom a-sav, a-us d’al lec’h m’edo ar bugel. O welout ar steredenn e voent karget holl a levenez vras.
Aet e-barzh an ti e kavjont ar bugel gant Mari e vamm, hag o kouezhañ d’an daoulin e stoujont dirazañ; hag o vezañ digoret o c’hasedigoù e kinnigjont dezhañ da brof, aour, ezañs ha mir.
Met o vezañ ma oa bet kemennet dezho dre o c’housk,
chom hep distreiñ da gaout Herodez, e tistrojont d’o bro dre un hent disheñvel.
daved al load » Introïbo «
+ Usus Antiquior +
Digoradur
In nómine Iesu omne genu flectátur, cæléstium, terréstrium et infernórum : et omnis lingua confiteátur, quia Dóminus Iesus Christus in glória est Dei Patris.
Salm 8,2
Dómine, Dóminus noster, quam admirábile est nomen tuum in univérsa terra !
En anv Jezuz e plego pep glin, e lein an neñvoù, war an douar hag e bed an Ankoù,
evit ma tisklêrio pep teod ez eo Jezuz Krist an Aotrou, e klod Doue an Tad.
S/ Aotrou, hon Doue, na pegen meurdezus eo hoc’h anv, dre an douar a-bezh !
aud