Misal nevez : 29 Sul eus an amzer e-pad ar bloaz (B)
Usus Antiquior : ar C’Hentañ Sul war nugent goude ar Sul-Gwenn
Nouveau Missel : 29e Dimanche du temps ordinaire.
Usus Antiquior: Dominica Vigesima prima post Pentecosten
Misal nevez: Mark 10, 35-45
En amzer-se e teuas da gaout Jezuz Jakez ha Yann, mibion Zebedea, a lavaras dezhañ: «Mestr ! fellout a ra dimp e rafes evidomp kement a c’houlennomp diganit.» Lavarout a reas dezho: «Petra a fell deoc’h a rafen evidoc’h?» Int da respont: «Gra dimp bezañ azezet, unan a-zehou hag egile a-gleiz dit ez kloar.»
Jezuz avat a lavaras: «N’ouzit ket petra a c’houlennit. Ha gouest oc’h-c’hwi da evañ ar c’haliriad am eus-me da evañ, pe da vezañ badezet gantañ?» – «Ya! gouest omp», emezo.
Neuze e lavaras Jezuz dezho: «Ar c’haliriad am eus-me da evañ, a evot, ha gant ar vadeziant am eus-me da vezañ badezet ganti, e vezot badezet, hogen evit bezañ azezet a-zehou pe a-gleiz din, n’eo ket din-me d’en reiñ; kement-se a zo evit ar re m’eo bet aozet evito.»
Hag o klevout kement-se, an dek all a savas droug enno ouzh Jakez ha Yann. Jezuz avat o galvas hag a lavaras dezho: «En gouzout a rit: ar re a seller evel pennoù bras ar broadoù a ra o mistri warno
hag an uhelidi en o zouez a laka o galloud da bouezañ warno. Ganeoc’h avat, n’emañ ket kont evel-se, hogen an neb a venno bezañ bras en ho touez a vezo ho servijer, hag an neb a venno en ho touez bezañ ar c’hentañ, a vezo sklav an holl.
Rak Mab an Den zoken n’eo ket deuet da vezañ servijet, met da servijañ ha da reiñ e vuhez evel daspren, evit an dud.»
daved al load » Introïbo «
* * * Stumm Usus Antiquior * * *
ominica Vigesima prima post Pentecosten
*
Introït / Digoradur
Ester 13, 9 & 10-11.
In voluntáte tua, Dómine, univérsa sunt pósita, et non est, qui possit resístere voluntáti tuæ: tu enim fecísti ómnia, cælum et terram et univérsa, quæ cæli ámbitu continéntur: Dominus universórum tu es.
Salm 118,1
Beáti immaculáti in via: qui ámbulant in lege Dómini.
Pep tra a sent ouzhoc’h, va Doue, ha den ne c’hell ne c’hell harpañ ouzhoc’h: C’hwi hoc’h eus graet pep tra, an Neñv hag an douar, ha kement a zo enno; C’hwi a zo mestr war bep tra.
S/ Gwenn o bed ar re a zo pervezh o hent, ar re a gerzh gant lezenn an Aotrou.
aud