Sul 11 a viz Gouere 2021
15vet Sul eus an amzer e-pad ar bloaz / ar Seizhvet Sul goude ar Sul-Gwenn
Dimanche 11 Juillet 2021
15e Dimanche du temps ordinaire / Dominica Septima post Pentecosten
daved al load « Grégorien en paroisse«
Stumm ordinal (bloavezh B):
eus an Aviel santel hervez sant Mark 6, 7-13
regiñ a ra d’o c’has.
En amzer-se e c’halvas Jezuz an Daouzek hag e krogas d’o c’has daou ha daou en ur reiñ dezho galloud war ar speredoù hudur. Gourc’hemenn a reas dezho chom hep kemerout seurt ebet evit an hent, nemet ur vazh hepken; tamm bara ebet, sac’h ebet, gwenneg ebet en o gouriz. «Met gwiskañ ur re sandalennoù en o zreid, ha chom hep dougen div sae.»
Hag e lavare dezho: «N’eus forzh pelec’h, pa ‘z antreot en un ti, chomit eno betek ma ‘z eot kuit eus al lec’h-se. Ha ma ‘z eus ul lec’h na vezot ket degemeret ennañ na selaouet gant an dud,
it kuit ac’hano, hag hejit ar poultr a-zindan ho treid en testeni dezho.»
Mont kuit a rejont eta hag e prezegent d’an dud kaout keuz d’o fec’hedoù. Diaouloù e-leizh a argasent hag eouliañ a raent kalz a glañvourien hag o fareañ.
daved al load » Introïbo «
ominica Septima post Pentecosten
Digoradur
gant Benediktaned kêr Chikagou
Salm 46.2
Omnes gentes, pláudite mánibus: iubiláte Deo in voce exsultatiónis.
C’hwi, pobloù holl, stlakit ho taouarn,
meulit Doue gant youc’hadegoù a levenez!
+ 3 / Quóniam Dóminus excélsus, terríbilis: Rex magnus super omnem terram.
Rak spouronus eo an Aotrou, an Uhel-meurbet,
ar Roue-meur war an douar a-bezh.
Miz Gouere, miz Santez Anna
July is St Anne's month! ... Juillet, mois de Sainte Anne
*
*
Mater Pátriæ, Anna potentíssima, Britónum tuórum salus esto ;
serva fidem, mores corróbora, tríbue pacem sancta intercessióne.
*
O Mamm hor bro, Anna galloudek,
savetait ar Vretoned,
dalc’hit start ar feiz en o zouez,
grit ma vint feal d’ar gizioù santel,
ha pedit evit m’hor bezo ar peoc’h.
O Mother of the Fatherland, very powerful Anne, be the salvation of your Bretons;
keep their faith, strengthen their morals, give them peace through your holy intercession.
*
Lecteur audio
*