Sul 15 a viz Du 2026 – Dominica Vigesima Quinta / Pempvet Sul war’ n ugent goude ar Sul-Gwenn. Novus ordo: 33de Sul per annum. Sant Maloù, eskob
Dimanche 15 novembre 26 – Usus Antiquior: 25ème Dimanche après la Pentecôte ; 33e Dim. per annum. Saint Malo, évêque (Conditor Britanniae Minoris)
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
25, 14-30
En amzer-se e komze Jezuz d’e ziskibion eus e zistro, hag e lavaras dezho ar barabolenn-mañ: «Rak heñvel eo an traoù ouzh un den o vont kuit d’an estrenvro, a c’halvas e servijerien hag a fizias enno e vadoù. Da unan e roas pemp talant, da un all daou, da un all unan, da bep hini hervez e ampartiz, hag ez eas kuit da bell vro. Raktal ez eas war-raok an hini en devoa resevet pemp talant, o lakaat a reas da dalvezout ha ganto e c’hounezas pemp all. En hevelep doare, an hini en devoa resevet daou dalant a c’hounezas daou all ganto. Met an hini resevet gantañ un talant hepken, a yeas d’ober un toull en douar da guzhat ennañ arc’hant e vestr. «Pell amzer goude e teu en-dro mestr ar servijerion; hag eñ da sevel kont ganto. Tostaat a ra an hini en devoa resevet pemp talant ha kinnig a ra dezhañ pemp talant all en ur lavarout: Mestr, pemp talant az poa roet din, setu amañ pemp all am eus gounezet. Mat eo, servijer mat ha feal, eme dezhañ e vestr, peogwir out bet feal e nebeut a dra, da lakaat a ran war galz; kae e-barzh levenez da vestr. Dont a reas d’e dro an hini en devoa bet daou dalant, a lavaras ivez Mestr, daou dalant az poa roet din, setu amañ daou all bet gounezet ganin. Mat eo, servijer mat ha feal, eme dezhañ e vestr, peogwir out bet feal e nebeut a dra, da lakaat a rin war galz : kae e-barzh levenez da vestr. Hogen o tostaat ivez d’e dro, an hini n’en devoa bet nemet un talant a lavaras: Mestr, gouzout a raen ez out un den diaes, e vedez e-lec’h n’ec’h eus ket hadet, e tastumez e-lec’h n’ec’h eus ket strewet. Aon am eus bet, hag ez on aet da guzhat da dalant en douar; setu eñ, gantañ ec’h eus da beadra. Hogen e vestr a respontas dezhañ: Servijer fall ha lezirek! Gouzout a raes e vedan e-lec’h ne ‘m eus ket hadet hag e tastuman e-lec’h ne ‘m eus ket strewet. Dleet e oa dit neuze kas va arc’hant d’an ti-bank, ha me d’am distro em bije adkavet va feadra gant leve diwarnañ. Tennit eta digantañ an talant-se, hag en roit d’an hini en deus dek. Rak d’an hini en deus e vo roet dezhañ, hag e-leizh en devo, met digant an hini n’en deus ket e vo lamet zoken ar pezh en deus. Hag ar servijer didalvoud-se, stlapit-eñ er-maez en deñvalijenn: eno e vezo ar gouelvan hag ar skrignadeg-dent.

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Usus Antiquor
Dominica Vigesima Quinta post Pentecosten
Digoradur
(=5vet Sul goude an Epifaniezh)
eremias 29,11-12&14.
Dicit Dóminus : Ego cógito cogitatiónes pacis, et non afflictiónis: in vocábitis me, et ego exáudiam vos: et redúcam captivitátem vestram de cunctis locis. +Salm 84,2 / Benedixísti, Dómine, terram tuam: avertísti captivitátem Iacob.
Rak me am eus mennadoù a beoc’h ha n’eo ket a zrouknerzh – lavar an Aotroù – ho selaou a rin, ho tegas a rin en-dro el lec’h m’am boa hoc’h harluet dioutañ. /S. Diskouezet hoc’h eus, Aotroù, ho trugarez ouzh an douar, adroet hoc’h eus da Yakob an eurvad.

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
*
Evit kaout Goueler ar sizhunvezh 15-21 Du: skrivit dimp lann-anna@hotmail.fr
*+*+*+*+*+*
Saints & fêtes pour la semaine du 15 au 21 Novembre: demander le pdf à lann-anna@hotmail.fr
*




