D’ar 18 a viz C’hwevrer 2024 – Domenica Prima in Quadragesima – 1añ Sul ar C’horaiz
18 Février 2024 – 1er Dimanche de Carême
*****************
Aviel misal nevez bl.B
Mark 1, 12-15
En amzer-se, ar Spered a zegasas Jezuz er gouelec’h. Ha chom a reas er gouelec’h daou-ugent devezh, temptet gant Satan; eno edo gant al loened gouez, hag an Aeled a rae war e dro. Met goude ma oa bet lakaet Yann er prizon, e teuas Jezuz e Galilea oc’h embann keloù mat Aviel Doue, en ur lavarout: «Kaset eo da benn an amzerioù, tost emañ Rouantelezh Doue. Ho pezet keuz d’ho pec’hedoù ha kredit er c’heloù mat.»
daved al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Domenica Prima in Quadragesima
kanet gant Kurebayashi Yoshihiro
eur audio
Digoradur
Salm 90, 15 & 16.
Invocábit me, et ego exáudiam eum : erípiam eum, et glorificábo eum : longitúdine diérum adimplébo eum. & 1 / Qui hábitat in adiutório Altíssimi, in protectióne Dei cæli commorábitur.
Va gervel a ray, ha me a responto, en e anken, me ‘vo gantañ. E salviñ a rin ha gloar a roin dezhañ; e lakaat a rin da welout buhez hir, ha va silvidigezh a ziskouezin dezhañ. & 1 / Neb a ra e anez e goudor an Uhel-meurbet, hemañ a van dindan skeud an Hollc’halloudeg.
audi*