Eil Sul ar C’horaiz

 

D’ar 25 a viz C’hwevrer 2024 – Domenica in Quadragesima – Eil Sul ar C’horaiz

Dimanche 18 Février 2024 – 2e Dimanche de Carême

 

 

*****************

Aviel misal nevez bl.B

Mark 9, 2-10

En amzer-se e kemer Jezuz gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag o c’has a ra en o fart o-unan, hep ar re all, war ur menez uhel. Hag e voe treuzneuziet dirazo. E zilhad a zeuas da vezañ lugernus ha gwenn-kann-meurbet, evel n’eus kommer ebet war an douar a c’hellfe gwennañ kement-se. En em ziskouez a reas dezho Elia ha Moizez hag e komzent gant Jezuz. Ha Pêr o sevel e vouezh a lavaras da Jezuz: «Rabbi! Brav eo dimp bezañ amañ. Emaomp o vont da sevel teir deltenn: unan dit-te, unan da Voizez hag unan da Elia.» Ne ouie ket petra da respont, rak spontet e oant. Ha sed ur goabrenn ouzh o goleiñ gant he skeud; hag ur vouezh o tont eus ar goabrenn : «Hemañ eo va Mab muiañ-karet; selaouit-eñ.» Hag a-daol-trumm o sellout tro-war-dro, ne weljont den ebet ken, nemet Jezuz e-unan-penn ganto. P’edont o tiskenn diwar ar menez, e c’hourc’hemennas Jezuz dezho diwall da zisplegañ da zen ebet ar pezh o devoa gwelet, ken na vije adsavet Mab an Den a-douez ar re varv. An dra-se a virjont evito o-unan, daoust m’en em c’houlennent kenetrezo petra a dalveze «adsevel a-douez ar re varv».

 

 

daved al load «  Introïbo « 

 

+ Usus Antiquior

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2023/03/eilSul-koraiz.png

Domenica Prima in Quadragesima

 

 

eur audio

 

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Digoradur

Reminíscere miseratiónum tuarum, Dómine, et misericórdiæ tuæ, quæ a sǽculo sunt : ne umquam dominéntur nobis inimíci nostri : líbera nos, Deus Israël, ex ómnibus angústiis nostris. &1-2 / Ad te, Dómine, levávi ánimam meam : Deus meus, in te confído, non erubéscam.

Ho pet soñj eus ho trugarez, Aotrou, eus ho karantez a zo bet a viskoazh, na vo hon enebourion trec’h warnomp biken. O, Doue, dieubit Israel eus e holl enkrezioù! & 1-2 / Etrezek ennoc’h, Aotrou, e savan va ene; va Doue, ennoc’h e fizian. Grit n’am bo ket a vezh.

 

 

audi*