Merc’her 2 a viz Du 2022 – In commemoratione Omnium Fidelium Defunctorum Kenkounadur an holl feizidi aet d’an Anaon
Mercredi 2 novembre 2022 – Commémoraison de tous les fidèles défunts
kanoù gregorian evit ar misal nevez
Missal nevez bloavezh K
Mazhev 25, 1-13
En amzer-se e lavaras Jezuz d’e ziskibien ar barabolenn-man: Heñvel eo Rouantelezh an Neñvoù ouzh dek gwerc’hez, a yeas, kemeret o lampoù ganto, a-benn-hent d’ar pried. Pemp anezho a oa diskiant, ha pemp all a oa fur. Rak ar pemp diskiant a gemeras o lampoù hep degas eoul ganto. Ar re fur avat, gant o lampoù o devoa kemeret eoul e buredoù. Evel ma talee ar pried da zont, ec’h en em lakjont holl da vorediñ ha da gousket.
Hogen, e-kreiz an noz e tarzh un hopadenn: »Setu ar pried o tont, it en arbenn dezhañ ! » Neuze e tihunas an holl werc’hezed-se hag int-i da gempenn o lampoù. Hag ar re diskiant da lavarout d’ar re fur: »Roit dimp eus hoc’h eoul, rak hor lampoù a zo o vont da vervel! » Ar re fur avat a respontas: »Gant aon na vefe ket a-walc’h evidomp hag evidoc’h, it kentoc’h da di ar varc’hadourion da brenañ deoc’h. » Met e-pad ma ‘z aent da brenañ e tegouezhas ar pried, hag ar re a oa prest a antreas gantañ er sal-eured, hag e voe prennet an nor.
Diwezhatoc’h e tegouezhas ivez ar gwerc’hezed all en ur lavarout: »Aotrou! Aotrou! digor dimp! » Hemañ a respontas dezho: »E gwirionez me lavar deoc’h, n’hoc’h anavezan ket! » Beilhit eta, pa n’ouzoc’h ket nag an deiz nag an eur.
daved al load Introïbo
Usus Antiquior
In commemoratione Omnium Fidelium Defunctorum
Digoradur
Evit selaou: Requiem
4 Esdr. 2, 34 et 35
Réquiem ætérnam dona eis, Dómine : et lux perpetua lúceat eis. +Salm 64,2-3 / Te decet hymnus, Deus, in Sion, et tibi reddétur votum in Ierúsalem : exáudi oratiónem meam, ad te omnis caro véniet.
Roit dezho, Aotroù, an diskuizh peurbadra lugerno warno ar sklerijenn da virviken.