Sul 29 a viz Here 2023 – Usus Antiquior: Domini Nostri Jesu Christi Regis
– Gouel hon Aotroù Jezuz Krist Roue an Hollved (30vet Sul per annum)
Dimanche 29 Octobre 2023 – Domini Nostri Jesu Christi Regis (30e Dimanche per annum)
*Misal nevez: kanoù gregorian
Mazhev
22, 34-40
En amzer-se ar Farizianed avat, klevet ganto en devoa Jezuz serret o genou d’ar Sadukeidi, en em vodas a-gevret; hag unan anezho, doktor war al Lezenn, a c’houlennas outañ evit e demptañ: «Mestr, pehini eo brasañ gourc’hemenn al Lezenn?» Eñ a zisklerias dezhañ: «Karout a ri an Aotrou da Zoue gant da holl galon, gant da holl ene, gant da holl spered. Setu aze ar brasañ hag ar c’hentañ eus ar gourc’hemennoù. Hag an eil a zo heñvel outañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. En daou c’hourc’hemenn-se emañ al Lezenn a-bezh hag ar Brofeded».
*Misal kozh: kv « Introïbo«
+ Usus antiquor
In festo Domini Nostri Jesu Christi Regis
Digoradur
Diskuliadur 5, 12 ; 1, 6. Dignus est Agnus, qui occísus est, accípere virtútem, et divinitátem, et sapiéntiam, et fortitúdinem, et honórem. Ipsi glória et impérium in sǽcula sæculórum. +Salm 71,1 Deus, iudícium tuum Regi da: et iustítiam tuam Fílio Regis.
Dellezek eo an Oan bet lazhet, da resev ar galloud, ar binvidigezh, ar furnez, an nerzh, an enor, ar c’hloar, ar veuleudi ! Dezhañ ar c’hlod hag ar galloud evit kantvedoù ar c’hantvedoù! / O Doue, roit d’ar Roue ho parnedigezh, hag ho reizhded da vab ar Roue.
*
*
*