Eil Sul ar Basion (Sul ar Bleunioù)

 

Sul 24 a viz Meurzh 2024 Dominica II Passionis seu in palmis Eil Sul ar Basion (Sul ar Bleunioù)

Dimanche 24 Mars 2023 – 2e Dimanche de la Passion (Dimanche des Rameaux)

 

*****************

Aviel misal nevez bl.B

s.Mark 11, 1-10

Hag erru tost da Jeruzalem, e-tal Bethfage ha Bethania e-kichen menez an Olived, e kas Jezuz daou eus e ziskibien, en ur lavarout dezho: «It d’ar gêriadenn a zo dirazoc’h. Kerkent hag antreet enni, e kavot un azenig stag ha n’eus bet den ebet azezet warnañ c’hoazh. Distagit-eñ hag en degasit ganeoc’h. Ha ma lavar unan bennak deoc’h : petra ‘rit-hu aze? respontit: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ ha diouzhtu goude e vo degaset amañ en-dro.» Monet a rejont eta hag e kavjont un azenig stag e-tal un nor, er-maez, war ar straed; hag int d’e zistagañ. Darn eus ar re en em gave eno a lavaras dezho: «Perak e tistagit an azenig-mañ?» Eilgeriañ a rejont dezho, gant komzoù Jezuz, hag e voent lezet d’ober. Degas a reont neuze an azenig da Jezuz, teurel warnañ o mantilli, ha Jezuz a azezas warnañ. Kalz a dud a ledas o mantilli war an hent, ha lod all a strewas glazur bet troc’het ganto er parkeier. Ar re a gerzhe en a-raok, koulz hag ar re a zeue war-lerc’h a youc’he: «Hozanna! Benniget an hini a zeu e anv an Aotrou! Benniget ar rouantelezh o tont, hini David hon Tad! Hozanna e barr an Neñvoù!»

 

 

daved al load «  Introïbo « 

 

 

+ Usus Antiquior

Dominica II Passionis seu in palmis

 

Lidkerzh

Hosanna filio David

Salm 117, 1-22-23-27-28

Hozanna da vab David! Benniget an hini a zeu en anv an Aotroù, roue Izraël,
Hozanna e barr an Neñvoù!

ougit klod d’an Aotrou evit e vadelezh! Ya, da virviken e pad e drugarez! Ar maen bet distaolet gant ar saverion, a zo deuet da vezañ maen-uhel ar c’horn;
Hozanna…
Doue eo an Aotrou, lakaet en deus e sklêrijenn da splannañ warnomp. Urzhiit an ambrougadeg bodoù glas en ho torn tre betek kernioù an aoter.
Hozanna…

 

 

eur audio

*

Dasgwerzad

Pueri Hebræórum

Bugale an Hebreed, en o daouarn bodoù olivez, a zeuas da gaout Jezuz, o hopal hag o youc’hal: Hozanna e barr an Neñvoù.

 

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

& eus ar salm 23

O Porzhioù, savit ho talbennoù, it war wint, o Dorioú peurbadel, ma’z antreo ar Roue Klodus! Ha piv eo ar Roue Klodus-se? An Aotrou kadarn ha galloudek, an Aotrou galloudek en emgannoù.

O Porzhioù, savit ho talbennoù, it war wint, o Dorioú peurbadel, ma’z antreo ar Roue Klodus! Ha piv eo ar Roue Klodus-se? Aotrou al luoz! eñ eo ar Roue Klodus.

Dasgwerzad, pa zeuer tre en iliz:

Ingrediénte Dómino in sanctam civitátem, Hebræórum púeri resurrectiónem vitæ pronuntiántes, * Cum ramis palmárum : Hosánna, clamábant, in excélsis…

P’edo an Aotroù o vont er gêr santel, bugale an Hebreed a embannas dasorc’hidigezh an Hini a oa Mestr ar vuhez, ha ganto skourroù  palmez e lavarent: Hozanna a barr an Neñvoù. Gw/ P’he devoe klevet ar bobl edo o tegouezhout Jezuz e Jeruzalem ez ajont d’hen diambroug gant skourroù palmez, en ur ganañ: Hozanna e barr an Neñvoù!

*

 

 

audi

 

*