Sul 6 a viz Du 2022 – misal nevez 32et Sul per annum bl.K / Usus Antiquior: Dominica Vigesima secunda post Pentecosten * Eil Sul war nugent goude ar Sul-Gwenn
Dimanche 6 novembre 2022 – nouveau missel 32e Dimanche du temps ordinaire année C / 22ème Dimanche après la Pentecôte
kanoù gregorian evit ar misal nevez
Misal nevez:
Aviel sant Lukaz 20, 27-38
En amzer-se e tostaas hiniennoù eus ar Sadukeidi, ar re-se hag a lavar n’eus ket a zasorc’hidigezh, hag e c’houlennjont digant Jezuz: «Mestr, Moizez en deus gourc’hemennet dimp: Ma c’hoarvez da vreur unan bennak bezañ dimezet ha mervel divugel, e tle e vreur dimeziñ gant an intañvez, da sevel lignez d’e vreur. Bez’ e oa eta seizh breur: An hini kentañ a zimezas hag a varvas dishêr. Neuze an eil hag an trede a gemeras an intañvez, hag evel-se o seizh e varvjont hep lezel bugale. En diwezh, e varvas ar wreg ivez. Ar wreg-se eta, d’an dasorc’hidigezh, da behini anezho e vo gwreg? Rak d’o seizh eo bet pried.»
Ha Jezuz a respontas dezho: «Bugale ar bed-mañ a gemer gwaz pe wreg. Ar re a vo bet kavet dellezek eus ar bed all, hag eus an dasorc’h a-douez ar re varv, ne gemerint na gwaz na gwreg. Rak n’hellont ken mervel, par ez int d’an Aeled ha mibion da Zoue, dre ma ‘z int mibion an dasorc’hidigezh. Ec’h adsavfe ar re varv da vev, Moizez ivez en e gomzoù diwar-benn ar Bod, en deus en roet da gompren, pa ra eus an Aotrou: Doue Abraham, Izaak ha Yakob.
Doue n’eo ket un Doue tud varv, hogen un Doue tud vev. Rak an holl evitañ a zo bev.»
daved al load » Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica Vigesima secunda post Pentecosten
Digoradur
Salm 129,3-4.
Si iniquitátes observáveris, Dómine: Dómine, quis sustinébit ? quia apud te propitiátio est, Deus Israël. +1-2 De profúndis clamávi ad te, Dómine: Dómine, exáudi vocem meam.
Mar dalc’hit kont eus hor gwalloù, Aotrou, piv, Aotrou, a c’hello padout? Met ganeoc’h emañ an diskarez. S/ Eus an islonk e c’harman davedoc’h, Aotrou, Aotrou, selaouit va mouezh!
*
Lecteur audi