Sul 20 a viz Kerzu 2020
Pevare Sul an Azvent
Dimanche 20 Décembre 2020 – 4e Dimanche de l’Avent
vit daou stumm al liderezh katolig – an hini « ordinal » hag an hini « dreistordinal » – eo ar Sul-mañ ar pevare eus an Azvent. En daou stumm-se e rank ar sonerezh gregorian bezañ gourfouezus: « Gant ar sonerezh sakr, dre vezañ unanet start gant al liderezh hag e destennoù, e rank bezañ ar perzhioù-mañ: santelezh, arz gwirion hag hollveziadegezh » (Kardinal Sarto, Pab Pius X goude-se).
Pour les deux formes du rite romain, ce dimanche est le quatrième de l’Avent. Dans les deux formes, le chant grégorien doit être prépondérant: «La musique sacrée, par son étroite union avec la liturgie et avec le texte liturgique, doit posséder au plus haut degré ces vertus: sainteté, vérité de l’art et universalité » (Cardinal Sarto, futur Pie X).
daved al load « Grégorien en paroisse«
Stumm ordinal – bloavezh B:
eus an Aviel santel hervez sant Lukaz
1, 26-38
etu ma engehenti en askre hag e c’hani ur mab.
En amzer-se e voe kaset an Ael Gabriel gant Doue d’ur gêr a C’halilea anvet Nazared, da gaout ur werc’hez gouestlet e dimezi d’un den anvet Jozef, eus tiegezh David, hag anv ar werc’hez a oa Mari. Hag antreet en he betek e lavaras:
«Bez laouen, leun a c’hras, an Aotrou a zo ganit!»
Hi avat a voe strafuilhet gant ar gerioù-se, oc’h en em c’houlenn petra ‘oa ar c’hevarc’h-se. Hag an Ael a lavaras dezhi:
«Na spont ket, Mari, gras ac’h eus kavet dirak Doue. Setu ma vi dougerez, ha ma c’hani ur mab, hag e roi dezhañ Jezuz da anv. Hennezh a vo bras ha Mab an Uhelañ a vo graet anezhañ, hag an Aotrou Doue a roy dezhañ tron David, e dad. Ren a ray war diegezh Yakob da virviken, hag e rouantelezh ne vo dibenn ebet dezhi.» Neuze e lavaras Mari d’an Ael:
«Penaos e c’hoarvezo kement-se pa n’anavezan ket ar gwaz?» Hag an Ael a respontas dezhi: «Ar Spered Santel a zeuio warnout, ha galloud an Uhelañ az koloio gant e skeud; rak-se eta, da grouadur santel a vo anvet Mab Doue.
Ha gwel, Elizabed da garez, setu m’he deus koñsevet ur mab en he c’hozhni, hag ar miz-mañ eo ar c’hwec’hvet evit an hini a veze anvet gaonac’h; rak n’eus netra a vefe trec’h da c’halloud Doue.» Ha Mari da lavarout:
«Setu matez an Aotrou: ra vo graet din hervez da lavar.»
Hag ez eas an Ael kuit diouti.
daved al load » Introïbo «
*
* Dominica Tertia Adventus *
*
Kyrie Salve
(ad libitum XI)
Digoradur
Isaia 45,8
Roráte, cæli, désuper, et nubes pluant iustum : aperiátur terra, et gérminet Salvatórem.
O neñvoù, skuilhit dimp ho klizh eus an nec’h,
Hag ar c’hoabr da c’hlavio dimp ar reizhder !
Ra ‘n em zigoro an douar, ra ziwano ar silvidigezh.
Salm 18,2 / Cæli enárrant glóriam Dei : et ópera mánuum eius annúntiat firmaméntum.
An neñvoù a zanevell klod Doue,
hag an oabl a embann oberenn e zaouarn.
*
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*