Dominica Resurrectionis
Dasorc’hidigezh Hor Salver
Sul 20 a viz Ebrel 2025 – Dominica Resurrectionis – Sul Fask
Dimanche 20 Avril 2023 – Dimanche de la Résurrection
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel misal nevez bl.K
Lukaz *24, 1-12236
An deiz kentañ eus ar sizhun, gant tarzh kentañ an deiz, e teujont d’ar bez ha ganto al louzeier c’hwez-vat o devoa aozet. Ar maen a gavjont ruilhet a-zirak ar bez. O vezañ aet e-barzh, ne gavjont ket korf an Aotrou Jezuz. Nec’het e oant diwar e benn, pa en em ziskouezas dezho daou zen gant dilhad lugernus. Evel ma oant spontet ha ma plegent o dremm war-zu an douar, ar re-mañ a lavaras dezho: «Perak e klaskit e-touez ar re varv an hini a zo bev? N’emañ ket amañ; dihunet eo a-douez ar re varv. Ho pet soñj penaos en deus komzet ouzhoc’h p’edo c’hoazh e Galilea, pa lavare: «Ret eo da Vab an Den bezañ lakaet etre daouarn ar bec’herion, bezañ staget ouzh ar groaz, ha d’an trede deiz adsevel.» Neuze e teuas soñj dezho eus e gomzoù. O tont en-dro eus ar bez, e tegemennjont an holl draoù-se d’an Unnek ha d’an holl reoù all. Bez’ e oa anezho Mari-Madalen, Yoanna, ha Mari, mamm Jakez; ar merc’hed all hag a oa ganto a gontas kement-se ivez d’an Ebestel. Met ar c’homzoù-se a seblantas dezho bezañ sorc’hennoù, ha ne gredjont ket ar merc’hed. Pêr koulskoude a savas hag a redas d’ar bez; hag o vezañ soublet e benn,,ne welas nemet ar bandennoù, hag e tistroas d’ar gêr, souezhet gant ar pezh a oa c’hoarvezet.
daved al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica Resurrectionis
Digoradur
Resurréxi, et adhuc tecum sum, allelúia : posuísti super me manum tuam, allelúia : mirábilis facta est sciéntia tua, allelúia, allelúia. & Dómine, probásti me et cognovísti me : tu cognovísti sessiónem meam et resurrectiónem meam.
Dasorc’het on, hag emaon adarre ganeoc’h, alleluia! Astennit ho peus ho torn warnon, alleluia! Burzudus eo bet ho furnez, alleluia, alleluia. & Va amprouet ho peus, c’hwi Arloz, ha va anavezet. Gouzout a rit mat pegen izel on bet lakaet, anavezout a rit va dasorc’h.
eur
audio
*