Dominica post Ascensionem
Sul 17 a viz Mae 2023 Usus Antiquior: Dominica post Ascensionem – Ar Sul goude Yaou-Bask – misal nevez: 7vet Sul Fask
d’an 19: gouel sant Erwan, eil patrom Breizh; kavit aze ar goueler evit ar sizhunvezh 17-21 Mae
*+*+*+*+*+*
Dimanche 17 Mai 2022 – Usus Antiquior : Dimanche après l’Ascension ; Nouveau missel: 7e Dimanche de Pâques
19 mai: saint Erwan, patron secondaire de la Bretagne
Saints & fêtes pour la semaine du 17 au 21 Mai
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
novus ordo
eus Aviel s:Yann 17, 1-11a
En amzer-se, o vezañ savet e zaoulagad war-zu an neñv e lavaras Jezuz: «Tad, deuet eo an eur; ro gloar d’az Mab evit ma roio da Vab gloar dit-Te, hervez ar galloud ac’h eus roet dezhañ war bep korf, ma roio ar vuhez peurbadel da holl gement ac’h eus roet dezhañ. Hogen, homañ eo ar vuhez peurbadel m’az anavezint-Te, ar gwir Doue n’eus nemetañ, hag an hini ac’h eus kaset, Jezuz Krist. Me ‘m eus roet gloar dit war an douar; peurc’hraet em eus al labour az poa roet din d’ober. Ha Te bremañ, ro gloar din, Tad, ez kichen, gant ar c’hloar-se am boa ez kichen a-raok d’ar bed dont da vezañ. Diskouezet em eus splann da anv d’an dud ac’h eus roet din eus a-douez ar bed; dit e oant, ha din-me ac’h eus o roet, ha da lavar-Te o deus miret. Bremañ ec’h ouzont e teu diganit kement ac’h eus roet din. Hag ar c’homzoù ac’h eus roet din, am eus roet dezho; hag o degemeret o deus hag anavezet o deus evit gwir ez on deuet ac’hanout, ha kredet o deus ez on bet kaset ganit. Pediñ a ran evito; ne bedan ket evit ar bed, met evit ar re ac’h eus roet din, dre ma ‘z int dit-Te; holl gement a zo din, a zo dit-Te; ha kement a zo dit, a zo din-me hag enno e kavan gloar. N’emaon mui ken er bed, int-i avat a zo er bed e-pad ma ‘z an etrezek ennout.

https://gregorien-en-paroisse.fr/
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load Introïbo
Dominica post Ascensionem
Digoradur

Salm 26, 7, 8 & 9.
Exáudi, Dómine, vocem meam, qua clamávi ad te, allelúia: tibi dixit cor meum, quæsívi vultum tuum, vultum tuum, Dómine, requíram : ne avértas fáciem tuam a me, allelúia, allelúia & 1/ Dóminus illuminátio mea et salus mea: quem timébo ?
Selaouit, Aotroù, pa c’harman davedoc’h, ho pet truez, selaouit ouzhin! War ho tivoud e lavar va c’halon: «Klaskit e zremm!». Ho tremm, Aotrou, eo neuze a glaskan. Na guzhit ket ho tremm ouzhin / Va sklêrijenn ha va silvidigezh eo an Aotrou, piv am lakafe da spontañ?
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
kavit aze ar goueler evit ar sizhunvezh 17-21 Mae
Saints & fêtes pour la semaine du 17 au 21 Mai
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*



