Sul 7 a viz Mezheven 2024 – Dominica Septima post Pentecosten – ar Seizhvet Sul goude ar Sul-Gwenn (novus ordo/ 14vet Sul per annum)
Dimanche 7 Juin 2024 – Usus Antiquior: 7e Dimanche après la Pentecôte (Novus ordo: 14e Dim. per annum)
Aviel ha pezhioù gregorian evit ar sul-mañ eus ar misal nevez:
https://gregorien-en-paroisse.fr/
s. Mark 6,1-
En amzer-se e teuas Jezuz d’e vammvro ha gantañ e ziskibion. Ha deuet ar sabad e stagas da gelenn er sinagogenn. An darn vrasañ ouzh e glevout a oa souezhet holl hag a lavare: «A belec’h e teu kement-se da hemañ? Petra eo ar furnez-se a zo bet roet dezhañ hag ar burzhudoù bras-se a vez graet dre e zaouarn? Daoust ha n’eo ket hennezh ar c’halvez, mab Mari, a zo breur da Jakez, da Jozef, da Jud ha da Simon? Daoust hag e c’hoarezed n’emaint ket amañ en hon touez?» Hag e kavent abeg diwar e benn, 4 ma lavaras Jezuz dezho: «Ned eo ur profed dibrizet nemet en e vro, e-touez e gerent hag en e di e-unan.» Ha ne c’hellas ober eno burzhud ebet, nemet un nebeut klañvourien a bareas dre astenn e zaouarn warno. Ha souezhiñ a reas dirak o difeiz. Mont a rae dre ar bourc’hioù tro-war-dro en ur gelenn.
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica Octava post Pentecosten
Digoradur
Salm 46.2
Omnes gentes, pláudite mánibus: iubiláte Deo in voce exsultatiónis.+ 3 / Quóniam Dóminus excélsus, terríbilis: Rex magnus super omnem terram.
C’hwi, pobloù holl, stlakit ho taouarn, meulit Doue gant youc’hadegoù a levenez!
Rak spouronus eo an Aotrou, an Uhel-meurbet, ar Roue-meur war an douar a-bezh.
* * * Naved santez Anna a grog d’an 17 * * *
An naved da santez Anna