Sul 28 a viz Ebrel 2024 – Usus Antiquior: Dominica Quarta post Pascha – Ar Pevare Sul goude Pask (misal nevez: 5vet Sul Fask)
Dimanche 28 Avril 2024 – Usus Antiquior : 4e Dimanche après Pâques (Nouveau missel: 5e Dimanche de Pâques)
Aviel ha Pezhioù gregorian evit ar sul-mañ eus ar misal nevez – bl.B
s.Yann 15, 1-8
En amzer-se, Jezuz a lavare d’e ziskibion: «Me eo ar winienn wirion, ha va Zad eo al labourer. Kement skourr ennon na zoug ket a frouezh, e lemel a ra kuit, ha kement hini a zoug frouezh, en naetaat a ra, en krennañ a ra evit ma tougo muioc’h. Adal bremañ ez oc’h naet, abalamour d’ar gomz am eus lavaret deoc’h. Chomit ennon, ha me ennoc’h. Evel n’hell ket ar skourr dougen frouezh anezhañ e-unan, mar ne chom ket stag ouzh ar winienn, evel-se na c’hwi kennebeut mar ne chomit ket ennon. Me eo ar winienn ha c’hwi ar skourroù. An hini a chom ennon ha me ennañ, hennezh a zoug kalz a frouezh; rak en diavaez din, n’hellit ober netra. Met an neb na chomo ket ennon, a vo taolet er-maez evel ar skourr a zisec’h, hag a vez dastumet ha stlapet en tan, da zeviñ. Mar chomit ennon ha mar chom va c’homzoù ennoc’h, goulennit kement a garot hag e teuio deoc’h. Setu petra a ro gloar d’am Zad e tougfec’h e-leizh a frouezh hag e teufec’h da vezañ va diskibion.»
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica Quarta post Pascha
Digoradur
Salm 97, 1-2.
Cantáte Dómino cánticum novum, allelúia: quia mirabília fecit Dóminus, allelúia: ante conspéctum géntium revelávit iustítiam suam, allelúia, allelúia, allelúia / Salvávit sibi déxtera eius: et bráchium sanctum eius.
Kanit d’an Aotrou ur ganenn nevez, allelouia, dre m’en deus graet burzhudoù : dizoloet en deus e reizhder dirak ar broadoù / Gounezet en deus an trec’h gant e zorn dehoù, ha gant e vrec’h santel.
eur
audio