Sul 23 a viz Mezheven 2024 – Dominica Quinta post Pentecosten – Ar Pemvet Sul goude ar Sul-Gwenn (novus ordo: 12vet sul per annum)
Dimanche 23 Juin 2024 – Usus Antiquior: 5e Dimanche après la Pentecôte (Novus ordo: 12e Dim. per annum)
Aviel ha pezhioù gregorian evit ar sul-mañ eus ar misal nevez:
https://gregorien-en-paroisse.fr/
s. Mark 4, 35-41
An deiz-se, pa voe deuet an abardaez, e lavaras dezho: «Treizhomp d’an tu all.» Neuze o tilezel eno ar bobl e kemerjont Jezuz, e-giz m’edo, er vag; ha bagoù all ivez a yae gantañ. Met setu ur barr-avel bras o sevel, hag an tarzhioù en em stlape er vag ken na zeue dija da vezañ leun a zour. Eñ avat edo en aros war ar blueg o kousket. Hag i d’e zihuniñ ha da lavarout dezhañ: «Mestr! Hag ingal eo dit e vefemp o vont da goll?» Eñ avat o vezañ dihunet a c’hourdrouzas an avel hag a lavaras d’ar mor : «Tav! Sioula!» Hag e kouezhas an avel, hag e teuas kalm gwenn. Neuze e lavaras dezho: «Perak ez oc’h ken aonik-se? Penaos n’hoc’h eus ket feiz?» Aon avat o devoe, aon bras, hag e lavarent kenetrezo: «Piv ‘ta eo hemañ pa sent outañ an avel zoken hag ar mor?»
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica Quinta post Pentecosten
Digoradur
Salm 26, 7&9
Exáudi, Dómine, vocem meam, qua clamávi ad te: adiútor meus esto, ne derelínquas me neque despícias me, Deus, salutáris meus.
+ 1 / Dóminus illuminátio mea et salus mea, quem timébo ?
Selaouit, Aotrou, pa c’harman davedoc’h, deuit d’am skoazellañ, n’am dilezit ket, Doue va silvidigezh /
Va sklêrijenn ha va silvidigezh eo an Aotrou, piv am lakafe da grenañ?
ur
audio