Sul 4 a viz Eost 2024 – Dominica Undecima post Pentecosten – an unnekvet Sul goude ar Sul-Gwenn (novus ordo/ 18vet Sul per annum)
Dimanche 4 Août 2024 – Usus Antiquior: 11e Dimanche après la Pentecôte (Novus ordo: 18e Dim. per annum)
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel ar misal nevez, gant pezhioù gregorian
s. Mark 6, 24-35
En amzer-se pa welas an engroez n’edo ket Jezuz eno nag e ziskibion, e pignjont er bagoù hag e teujont betek Kafarnaoum o klask Jezuz. Hag o vezañ e gavet en tu all d’ar mor, e lavarjont dezhañ: «Rabbi, pegoulz out deuet amañ?» Ha Jezuz da respont: «E gwirionez, e gwirionez, me ‘lavar deoc’h; va c’hlask a rit neket o vezañ m’hoc’h eus gwelet arouezioù, met o vezañ m’hoc’h eus debret eus ar baraennoù ha m’hoc’h eus bet ho kwalc’h. Labourit neket evit ar vagadurezh a ya da goll, met evit an hini a bad betek ar vuhez peurbadel, an hini a vezo roet deoc’h gant Mab an Den; rak eñ eo an hini en deus an Tad, Doue, e verket gant e siell!» Lavarout a rejont eta dezhañ: «Petra ‘zo d’ober evit seveniñ oberoù Doue?» Jezuz a respontas dezho en ur lavarout: «Homañ eo oberenn Doue, krediñ en hini en deus kaset.» Neuze e lavarjont dezhañ: «Peseurt arouez eta a rez evit ma welimp ha ma kredimp ennout Peseurt oberenn a rez? Hon tadoù o deus debret ar manna er gouelec’h, hervez m’eo skrivet: Roet en deus dezho da zebriñ ur bara eus an neñv.» Jezuz a lavaras dezho: «E gwirionez, e gwirionez, n’eo ket Moizez en deus roet deoc’h ar bara eus an neñv, met va Zad eo a ro deoc’h ar bara eus an neñv, an hini gwirion. Rak bara Doue eo an hini a ziskenn eus an neñv hag a ro buhez d’ar bed.» Lavarout a rejont dezhañ: «Aotrou, ro dimp bepred ar bara-se.» Jezuz a respontas dezho: «Me eo bara ar vuhez. An hini a zeu d’am c’haout, n’en devo ket naon ken, hag an hini a gred ennon n’en devo sec’hed biken ken.
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica Undecimapost Pentecosten
Digoradur
Salm 67, 6-7 & 36.
Deus in loco sancto suo: Deus qui inhabitáre facit unánimes in domo: ipse dabit virtútem et fortitúdinem plebi suæ.
Doue a zo en e lec’h santel, Doue an hini a ro o spered a-unan; eñ a roio galloud ha nerzh d’e bobl.
+ 2 / Exsúrgat Deus, et dissipéntur inimíci eius: et fúgiant, qui odérunt eum, a fácie eius.
Ra savo Doue, ma vo kaset pell e enebourion; ra gemero an tec’h dirazañ ar re o deus kasoni outañ.