an trizekvet Sul goude ar Sul-Gwenn (novus ordo/ 20vet Sul per annum)

 

 

Sul 18 a viz Eost 2024Dominica Decima tertia post Pentecosten an trizekvet Sul goude ar Sul-Gwenn (novus ordo/ 20vet Sul per annum)

Dimanche 18 Août 2024 Usus Antiquior: 13e Dimanche après la Pentecôte (Novus ordo: 20e Dim. per annum)

 

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

 

Aviel ar misal nevez, gant pezhioù gregorian

s. Yann 6, 51-58

En amzer-se e lavaras Jezuz d’ar bobl: Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv. An neb a zebro eus ar bara-se, a vevo da viken; hag ar bara a roin eo va c’horf evit buhez ar bed.» Tabutal a rae neuze ar Yuzevion kenetrezo en ur lavarout: «Penaos e c’hell hemañ reiñ e gorf dimp da zebriñ?» Lavarout a reas Jezuz dezho: «E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h: mar ne zebrit ket korf Mab an Den, ha mar n’evit ket e wad, n’ho pezo ket ar vuhez ennoc’h. An neb a zebr va c’horf hag a ev va gwad en deus buhez peurbadel; ha me en dasorc’ho d’an deiz diwezhañ. Rak va c’horf a zo magadurezh wirion ha va gwad evaj gwirion. An hini a zebr va c’horf hag a ev va gwad a chom ennon ha me ennañ. Evel m’en deus va Zad hag a zo bev, va c’haset, hag evel ma vevan dre an Tad, evel-se an neb am debro, a vevo eñ ivez drezon-me. Evel-se emañ ar bara diskennet eus an neñv. N’emañ ket evel an hini o deus debret ho tadoù ha n’en deus ket miret outo da vervel; an neb a zebro eus ar bara-mañ a vevo da virviken.»

 

 

Oferenn eus an Usus Antiquor

kv al load « Introïbo « 

 

+ Usus Antiquior

Dominica Decima tertia post Pentecosten

 

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Salm 73, 20 & 19 & 23

Réspice, Dómine, in testaméntum tuum, et ánimas páuperum tuórum ne derelínquas in finem : exsúrge, Dómine, et iúdica causam tuam, et ne obliviscáris voces quæréntium te.

Taolit pled ouzh hoc’h emglev, buhez ho peorion n’ankouait ket da viken. Savit, Aotrou Doue, ha difennit ho preud; n’ankouait ket pedenn ar re ho klask.

+ 1 / Ut quid, Deus, reppulísti in finem : irátus est furor tuus super oves páscuæ tuæ ?

Perak, o Doue, hon disteurel da virviken, perak e tarzh ho kounnar enep deñved ho peurvan?