Sul 27 a viz Gwengolo 2026 – Dominica Decima Octava post Pentecosten – an triwec’hvet Sul goude ar Sul-Gwenn (novus ordo/ 27vet Sul per annum)
Dimanche 27 Septembre 2026 – Usus Antiquior: 18e Dimanche après la Pentecôte (Novus ordo: 27e Dim. per annum)
Santez Lupid, c’hoar sant Padrig / sainte Lupite, soeur de st Patrick
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
novus ordo
Selaouit ur barabolenn all. Bez e oa un den a oa penn-tiegezh hag a blantas ur winieg, he gelc’hiañ ‘reas gant ur c’harz, kleuziañ enni ur waskell, sevel enni un tour; ha goude bezañ he feurmet da winierien, ez eas kuit d’an estrenvro. Pa zeuas mare ar vendem e kasas e servijerion d’ar winierion evit resev ar frouezh diouti. Ar winierion avat o tapout krog er servijerien a skoaz gant unan, a lazhas un all hag a labezas un trede a daolioù mein. Adarre e kasas servijerien all niverusoc’h eget ar re gentañ; hag e voe graet heñvel dezho. En diwezh, e kasas dezho e Vab, en ur lavarout: Doujañs o devo ouzh va Mab. Met ar winierion pa weljont ar Mab, a lavaras enno o-unan: Hemañ eo ar pennhêr, deomp, lazhomp-eñ, hag e vo dimp an hêrezh. Hag o vezañ kroget ennañ, en taoljont er-maez eus ar winieg hag en lazhjont. Bremañ eta, pa zeuio en-dro mestr ar winieg, petra raio d’ar winierion-se?» Respont a rejont: «Lakaat a raio ar fallakred-se da vervel fallakr, hag e feurmo e winieg da winierion all a roio dezhañ en o c’houlz ar frouezh anezhi.» Lavarout a reas Jezuz outo: «Na biskoazh n’hoc’h eus lennet er Skriturioù: Ar maen bet distaolet gant saverien an ti, hennezh a zo aet d’ober penn-uhel ar c’horn; gant an Aotroù eo bet graet se, tra estlammus d’hon daoulagad! Setu perak e lavaran deoc’h e vezo lamet diganeoc’h Rouantelezh an Neñvoù, hag e vo roet d’ur bobl all a dud a raio dezhi dougen frouezh.

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Usus Antiquor
Dominica Decima Octava post Pentecosten
Digoradur
alm 118, 137 & 124
Eccli. / Sirac’h 36, 18
Da pacem, Dómine, sustinéntibus te, ut prophétæ tui fidéles inveniántur: exáudi preces servi tui et plebis tuæ Israël. +Salm 121, 1. Lætátus sum in his, quæ dicta sunt mihi: in domum Dómini íbimus.
Roit ar peoc’h, Aotroù, d’ar re a laka o fiziañs ennoc’h, evit ma vo gwir lavaroù ar Brofeded: selaouit pedennoù ho servijer hag ho pobl Israel. / Na laouen on bet p’eo bet lavaret din: «Deomp da di an Aotroù!»


*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
*
Evit kaout Goueler ar sizhunvezh 27 Gwengolo – 3 Here: skrivit dimp lann-anna@hotmail.fr
*+*+*+*+*+*
Saints & fêtes pour la semaine du 27 Septembre au 3 Octobre: demander le pdf à lann-anna@hotmail.fr




