Sul 21 a viz Genver 2024 – Usus Antiquior: Dominica Tertia post Epiphaniam– An Trede Sul goude an Epifaniezh
Dimanche 21 Janvier 2024 – 3e Dimanche après l’Epiphanie (3e Dim. per annum)
*****************
Aviel per annum
Mark 1,14-20
Met goude ma oa bet lakaet Yann er prizon, e teuas Jezuz e Galilea oc’h embann keloù mat Aviel Doue, en ur lavarout: «Kaset eo da benn an amzerioù, tost emañ Rouantelezh Doue. Ho pezet keuz d’ho pec’hedoù ha kredit er c’heloù mat.» Evel ma hede mor Galilea, e welas Simon hag Andrev, breur Simon o teurel ar roued er mor, rak pesketaerion e oant. Jezuz a lavaras dezho: «Deuit d’am heul, hag e rin ac’hanoc’h pesketaerion-dud.» Hag i raktal da lezel o rouedoù ha da vont d’e heul. Aet un tammig larkoc’h e welas Jakez, mab Zebedea, ha Yann e vreur, hag int en ur vag oc’h addresañ o rouedoù. Kerkent o galvas; hag i da lezel o zad Zebedea er vag gant an devezhourion, ha da vont war e lerc’h.
daved al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica Tertia post Epiphaniam
eur audio
Digoradur
Salm 96, 7-8
Adoráte Deum, omnes Angeli eius: audívit, et lætáta est Sion: et exsultavérunt fíliæ Iudæ.
+ gwerzad 1– Dóminus regnávit, exsúltet terra: læténtur ínsulæ multæ.
Stouit dirak Doue, c’hwi an holl aeled! Klevet he deus Sion hag en em laouena, tridal a ra merc’hed Bro-Youda! S/ An Aotrou a ren ! Ra drido an douar! Ra vo levenez gant bed an inizi!
*
*
*
« Un diforc’h bras a zo eta etre kelc’hiad Pask hag hini Nedeleg. Kelc’hiad Pask a zo istorek. Hini Nedeleg a zo kevrinek. Kevrinek dre ma fell dezhañ arvestiñ ouzh kevrinoù hor Salver a-us d’an istor, dre ma komz dimp eus hor ginivelezh d’ar c’hras, eus hon advabelezh d’an Tad, eus kevrinoù kuzhetañ an ene.
Daoust ha n’hellomp ket lakaat dindan ul lavarenn verr kement a zo e kelc’hiad Nedeleg? Eo.
Ar pennvenoz a seblant din ren warnañ eo an hevelep hini hag a gavomp ken anat en Aviel: soñj eus donedigezh Rouantelezh Doue. Sed ar «c’helloù mat» a glevomp digant Izaia, digant Yann, digant Hor Salver e-unan pe an Ebestel, keloù mat unvaniezh Doue gant ar grouadelezh, kevrin ar C’hras. Dont a ra Doue ganimp, Emmanuel. Eñ, ar C’hrist eo ar Roue, mammenn ar C’hras evidomp, advibion ma’z omp ennañ d’an Tad. Endro dezhañ, ar Rouantelezh, dindan skeudennoù disheñvel: an Iliz, ar Werc’hez Vari, an ene kristen. Un embanner a zo d’ar Roue, Yann-Vadezour. Hag un embanner a zo ivez d’ar Werc’hez Vari ha d’an Iliz, Izaia. Eñ ivez a embann an Emmanuel. Rak ur c’hevrin a embannadur a zo, ur c’hevrin a ziskouezidigezh. Donedigezh Doue en Iliz, er Werc’hez, en ene kristen a zo kemennet d’ar bed. Ar C’hrist e-unan, en em ziskouez, ha goulenn a ra ivez bezañ diskouezet, n’eo ket hepken gant Yann, gant Izaia, met gant pep abostol, gant pep ene. An Iliz a ziskouez ar C’hrist evel ma ra ar Werc’hez Vari, evel ma tle ober pep kristen. Dont a ra enno, hag ivez drezo.»
+Loeiz ar Floc’h – Kelc’hiad Nedeleg (1945)
*